Skoazellit Kerlenn Sten Kidna

          Degasit ho lod d'ur stourm a-vremañ !


          Meur a feson d'ober :

 


1 ) Emezeliñ : gober ho lod evit ar brezhoneg !

          Ur feson da stourm eo an emezeliñ. Get Kerlenn Sten Kidna e sikourit da lakaat ar brezhoneg da vonet àr-raok e bro an Alre ha, pelloc'h, da veviñ er rannvro a-bezh.

          Goude bout lennet ar statudoù e c'helloc'h leuniiñ ar fichenn emezeliñ. Gellet a rahet he c'has deomp dre ar Post (6 ru Joseph Rollo - 56400 An Alre), get ur chekenn a 20 € e anv Kerlenn Sten Kidna.


2) Gober traoù a youl vat : ur wezh an amzer pe a-hed ar blez, pep tra zo posupl !

          Gellet a rit gober muioc'h c'hoazh evit diorren ar Gerlenn é roiñ un tamm ag hos amzer, é kemer perzh e bodadoù hag obererezhioù liessort. Emezeliñ a raer a-gaoz m'em santer engouestlet, ha pa vehe d'ober nebeut a draoù pe traoù brasoc'h, a-wel d'an holl pe pas. Kar, èl ur bochad kevredigezhioù arall, n'hell ket Kerlenn Sten Kidna gober hep an dud a youl vat. A-drugarez dezhe eo, èl rezon, eh eus anezhi hag e kinnig traoù a-hed ar blez a-c'houde 30 vlez dija !

          Skiant-prenet ha chemet pep unan a c'hell roiñ soñjoù hag a ranker nevesaat diehan evit ma vo bev-kel ar sevenadur. Degemeret e vo kement intrudu a vo enta ! Ha pa vehe evit kemer perzh en un abadenn pe e meur a hani, peotramant e aozadur ar gevredigezh a-hed ar blez, e vehet degemeret kontant get pare ar Gerlenn, begon ha mignoniezh enni. E galleg pe e brezhoneg, deoc'h da choaj !

          Bepred e klaskomp tud gouest da gas kentelioù, atalieroù, kaozeadennoù pe troiadoù-bale e brezhoneg ha da dreuzkas ha ranniñ èl-se o gouiziegezh àr ar yezh. Mard oc'h unan anezhe, dait e darempred geneomp àr-eeun d'an niverenn-mañ : 02.97.29.16.58.