Urzhiiñ

DVD "Daet eo genin !" (10 € + Frais de port (3 €)

DVD

     Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna amañ ur benveg nevez evit monet àr-raok get ar yezh. E bal pennañ a zo gwellaat ar c'hompren dre selaou.

 

     15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ, tri stumm evit pep hini (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 min da selaou :

 

  • enrollet get tud a veur a dachad a vro Gwened ;
  • 7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ;
  • testennoù ar c'haozioù get notennoù àr ar c'heriaoueg ;
  • etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.

 

 

 

 

     Evit gouiet spisoc'h petra zo a-barzh an DVD, e c'hellit bremañ sellet doc'h ur video a live 1, àr dem ar levraoueg, ha gober pemp ag ar seizh poelladenn a zo stag doc'hti. Dre-mañ eo  !

 

 

     C'hwi a gavo amañ dindan ur video é tisplegiñ deoc'h petra a ya d'ober danvez hon DVD, ha penaos e ya en-dro (izelaet eo bet kalite skeudennoù ar video kuit d'ar fichennaoueg bout re bounner. Ur bochad spisoc'h e vo ar skeudennoù a c'helloc'h gwelet àr ho skramm).

 

 

 

Gellet a rit sellet doc'h ar video-mañ e yezhoù arall : FR / EN / OC / CA.

 

 

 

tl_files/images/2016-2017/Boutons/gouiet pelloc'h.jpg

tl_files/images/2016-2017/Boutons/Er mediaou.jpg

 

 

 

 

Distroiñ