Da c'hortoz Pask, ur pennad get Daniel Carré

Posté le 02/04/2010

Setu amañ ur pennad da selaou ha da lenn get Daniel Carré/Voici un article à lire et à écouter proposé par Daniel Carré Klikit àr lenn ar peurrest/ Cliquez sur lenn ar peurrest       Da c’hortoz Pask.        Berr a-walc’h eo ar pezh a lârer en Aviel a-zivout Judas, an disipl en devehe gwerzhet ar C’hrist, e vestr, d’e vourevion. En hor pezhioù-c’hoari kozh avat, er Misterioù, eh eus bet roet muioc’h a lec’h dezhañ, ha diskouezet dreist-pep-tra an den goude e dorfet… Amañ er gweler kollet en dizañspoar (ne fiz ket monet da c’houlenn e bardon get e vestr - hag aze e vehe e brasañ hag e wir bec’hed hervez ar feiz kristen).          Evit gouiet hiroc’h a-zivout ar pezh-c’hoari hag a-zivout an ao. Sanson, kerzhit da welet àr lec’hienn gozh ar Gerlenn : http://membres.multimania.fr/stenkidna/Textes2/a1.htm       En attendant Pâques        La place que les évangiles font à Judas, le disciple qui aurait trahit le Christ, son mâitre, pour le livrer, est très réduite. Notre théatre ancien, celui des Mystères, lui a donné souvent la parole, le mettant surtout en scène en proie au désespoir le plus profond après avoir accompli son forfait ; c’est d’ailleurs dans ce refus de croire en la miséricorde divine, dans ce désespoir qui l’empêche de demander son pardon que réside, selon la doctrine chrétienne, le péché de Judas.        Pour en savoir davantage sur l’œuvre dont est extrait ce monologue et son auteur, M. Sanson, rendez-vous sur l’ancien site du Cercle : http://membres.multimania.fr/stenkidna/Textes2/a1.htm     Akt IV – Teirvet  taolenn.            Judas en e-unan en disañspoar.   O, douroù bras-asez, ‘veit gellet mam beuziñ, Tan ha flamm kreñv-asez, ‘veit gellet ma loskiñ, O, lec’hioù uhel, aveit torriñ man goug, Ma c’halon àr he nerzh tremazoc’h en em zoug. Lâret e vehe daet ur Judas àr an douar, Un traitour milliget, dinatur ha barbar !… Gwerzhiñ ha trahisiñ ma mestr ha ma Salver, En doa ur galon vat, ha ken tomm em c’henvér ; N’em eus ket mui afer a vout é klask pardon, Goude ker bras torfet , èl ‘ma ma zrahison. Aveit en dout pardon, emañ ret er goulen, Ha chañjiñ a vuhez get ur gwir binijenn. Goulenn pardon getañ !… Ned eus ket aparañs. Piv a gredahe c’hoazh monet en e bresañs ? Penaus e kredahen pediñ d’am fardoniñ Er mestr ker mat-se e tan a drahisiñ ? Ur galon poaniet, en ur welet an den E zo kaoz d’he foanioù, e  gresk c’hoazh he foan. Me ‘zebre doc’h e daol, ha m’en trahis goude ? Penaos bout engortoz c’hoazh ma fardonahe ? Marteze emañ marv er momant ma komzan, Mes hag e vehe bev, birviken n’er gwelan. El-se ag an naou du eh on hep esperañs, Ha ged an disañspoar ha get re a zoujañs ; Re a zoujañs am eus aveit goulenn pardon, Ha disañspoar am eus ‘veit chañjiñ ma c’halon. Ma zorfet zo ken bras dirak man daoulagad Ma ra din get an aon blaouac’hiñ ha fallaat. Me ‘wel deja ma lec’h e-mesk ar re daonet, Ha ma zorfet hep par a fournis d’an diaouled Arm hag araj nevez aveit ma zourmantiñ Er sol ag an ivern hep arsav birviken. Ahont emañ ma lec’h ; ha ma zorfet ponner Ma zenn atav d’eno, arbat em eus gober. Aveit goulenn pardon, mar sellan doc’h an neañv Ne welan ‘met gurun prest-kaer de gouezh arnon. Pa sellan en ivern e kollan ma spered, Ne ouian ‘men eh on, ne ouzan ‘men monet. Parev on… Kollet on… Daonet ‘veit birviken. Heol Doue, kouezhit arnon aveit man distrujiñ ! […] Tampest ha gurun bras, ho supliiñ a ran Da gouezh buan àr Judas, d’er fondiñ get ho tan, Ha get un tan ker bras èl an hani kouezhet Gwezharall àr Sodom ha Gomor milliget. O, flam a vañjañs Doué a loskas hep pardon Tri renavi, Coré, Datan hag Abiron, Diskennit a berzh Doue da zistrujiñ Judas, ’Veit achiv àr an douar e boan, e dourmant bras. Arbad em eus krial : nitra pur n’em selaou. An neañv, an douar, an diaoul a zo bouzar d’am c’homzoù : Re vras torfetour on, aveit ma kredahe Tra erbet tostaat tin da finiñ mam buhez. Kement tra zo er bed e rekul get blaouac’h Doc’h man gwelet falloc’h ‘veit den erbet biskoazh. Kaer em eus klask ar marv, forset on da veviñ ‘Veit sellet ma zorfed atav doc’h ma skontiñ. Pep tra a red ‘raokon, betek al loened gouez : Aon o deus, p’am gwelant e-leizh krizoc’h ‘veite. Kaletet ur vuhez ! Pa za soñj d’am c’halon E pe stad eh on bet, hag e pe stad eh on ; Kristen, beleg, eskop, apostol d’am Salver, Ha bremañ torfetour, ha treitour ha multrer. O, soñj c’hwerv ha kalet ! O, hiret ur vuhez ! Gwel eo mil gwezh ar marv, ne vern pe sort ‘vehe. Mes ker milliget on ma ran aon da bep tra ; Sekour d’em zistrujiñ ne gavan get netra. Petra ! Ne soñjen ket eh oa man dorn doc’hiñ. Perak e klasken-me ar pezh a oa genin ? Adieu enta, kurun, ha tan flamm, ha douroù ; Adieu deoc’h, loened gouez, chomit en o koadoù ; N’em eus ket mui dober ac’hanoc’h d’en ‘m lazhiñ. Me c’hell gober berroc’h aveit en em zistrujiñ. Man dorn, klask buan-mat em fochoù ur gordenn Ha stag-t’hi doh man goug, ‘veit m’en em grougin a-benn. An holl dud a lâro bet ar ar fin ag ar bet : Judas traitour d’e vestr zo amañ en em grouget.    Judas en em groug hag a gouezh en ifern dre un toull en teatr.        Kempennet diàr Passion ha Tragériss hun Salvér Jesus-Chrouist. - M. Sanson.  Mollereh Galles, Guéned, 1901.  

Revenir