Gouel Sant-Yann

Posté le 23/06/2009

        Da selaou ha da lenn/ A écouter et à lire. Setu da heul ur pennad a-ziàr gouel Sant-Yann, savet get Daniel Carré. Evit e selaou, klikit àr lenn ar peurrest.Voici un arcticle sur la Saint-Jean, proposé par Daniel Carré. Pour l'écouter, cliquez sur lenn ar peurrest. Gouel St-Yann                 Hiriv emañ gouel ar sonerezh : trouz ha bourraplted – sañset atav – evit degemer an hañv. E 1981 hepken e oa bet lañset an degouezh-se, ha setu-eñ daet neoazh da vout dija ken poblek. Petra ‘zo bet kaoz d’un degemer ken buan ha ken aes ?…Meur a dra sur a-walc’h : ar vrud bet graet hardizh er mediaoù, an harp roet plaen get ar gouvarnamantoù hag an dorn roet ken plaen get ar c’humunioù. Un abeg donoc’h a zo neoazh d’am soñj : kemeret en deus ar gouel-se lec’h unan arall, unan kozh-kozh ha karet-bras, aet da goll dre-mañ er blezadoù 1950. Kani St-Yann-ar-Badezour, d’ar 24 a viz Even.              Nend eo ket-me a lâro deoc’h abaoe pegoulz e veze lidet gouel St-Yann, ha mah eus unan bennak ac’hanoc’h hag er goui resis eh on prest da baeiñ boutailhad !… Lidet e veze atav deiz hirañ ar blez un tamm pep lec’h e hanternoz Europa pell kent mah arrivas ar gristeniezh ; hag ag an amzerioù kozh-se e ta just a-walc’h hengoun an tantad. Ur wezh en em ledet ar relijion nevez ha tapet galloud dezhi e oa bet divizet lakaat deiz St-Yann-ar-Badezour d’ar memp termen. Hag aes e oa bet er gober dre ma kouche tre buhez ha lec’h ar sant er gristeniezh doc’h senefiañs ar gouel pagan kozh : St-Yann, kannad ha diouganour ar Mesi a oa daet da veviñ an tan, da zigor an hent d’al Lezenn nevez a zegase, hi, trec’h ar sklêrijenn àr an deñvalijenn, viktoar ar vuhez àr ar marv.              Betek an eil Brezel-Bed, ha pelloc’h memp hervez al lec’hioù, emañ chomet bev-bras an akustumañs da lidiñ gouel St-Yann e-mesk pobl hor bro-ni. An dud en em dolpe a gêriad àr ul lec’h un tammig digor, àr an uhel kentoc’h, tro serr-noz. Eno e veze plantet ur post en douar, hag en-dro dezhañ e veze paket ar pezh a zegase pep unan ag ar gêr : fagot, lann, benal, drein ; danvez sec’h d’ober tan flamm. Bokedet e veze penn ar post get bokedoù roz, bokedoù paper krepon, seizennoù paper. Pa veze teñval e veze bountet an tan er bern. Hag a-benn e save uhel ! Uheloc’h evit ar post, uheloc’h evit ar boked. … Ha bec’h d’ar c’horn-bout neuze : Teutteuteteuttt !… Teutteuteteuttt ! peotramant d’ar piligoù lakaet da soniñ : Vrooomm ! Vroomm !…  Ret eo ma vehe bet gwelet an tantad ha kaset pell ar vrud.                 Buan e tiskenne ar flamm, aes eo kompren. Neuze e veze taolet ur forc’had radenn glas àr an tan. Ha moged d’en em streviñ a-rez d’an dachenn ! Hag ar beizanted da lakaat neuze o saout – ha memp o ronseed e lec’hioù zo – da dremen er moged-se. Netra gwelloc’h, sañset, evit o gwarantiñ doc’h ar c’hleñvedoù a-hed ar blezad.                  Ur wezh damgouezhet an tantad en em lakae ar wazed yaouank da sailhal a-dreist ar glaou bev ; kement-se evit diskouez d’an holl, ha d’ar merc’hed yaouank da gentañ penn,  e oant lijer, yac’h ha dispont. E kornadoù zo ne veze ket memp gortozet pell hag e yae partefi ar baotred da c’houiet piv en dehe lammet kentañ.                   Ne veze ket filajet goude : re verr e vez an noz d’ar c’houlz-mañ. Soñj em eus bout klevet ar re gozh é lâret o doa soñj bout klevet komz e veze pateraet asampl en-dro d’an tan ; er blezadoù 1930 ha goude ar brezel e oa daet ar mod da zañsal lec’h ma oa kalz a dud bodet, lec’h ma oa un akordeoñs bennak… Muioc’h ne oa ket. Pep unan a zistroe d’ar gêr, ha setu.               Un dra c’hoazh : e kornadoù zo – hag àr zouar Alre da vihanañ – e veze an akustumañs e pep tiegezh kemer un tamm koad bet en tan da gas d’ar gêr. Ar skod-se (skod St-Yann enta) a veze lakaet edan toenn an ti, e korn ar c’hraou, e suler ar grañj pe en ul lec’h bennak arall da zistroiñ an tangwall a-zoc’h an dachenn. E lec’hioù arall e veze kentoc’h ur maen plat : lakaet e veze doc’h ar bern koad ha kemeret en-dro en ur vonet kuit.                 Lod ac’hanoc’h a vo souezhet marse é welet ne gomzan ket amañ a darzhelloù, evel ma vez lakaet, da skouer, e enherzennoù pardonioù zo. Un hengoun arall a zo aze d’am soñj, hag a gement-se e vo komzet ‘benn ar wezh da zonet. Mar gellomp atav !   Pleuwigner, sul 21.06.2009 D. Carré

Revenir