Tro-vale 'kostez Karnag d'an 8 a viz Mae/ Promenade en breton du coté de Carnac le 8 mai
Posté le 17/05/2010
st1:*{behavior:url(#ieooui) } D'an 8 a viz Mae e Karnag ne oa ket fall an amzer tamm ebet, na bout e oa teñval doc'h tu ar gwalarn. Un dek bennak a dud a oa é c'hortoz an animatour ha ne oa ket arru d'an eur rik, ar bouc'h ! Chañs hon eus bet peogwir e oa daet un tammig goude, hep gouiet e oa ag an dro-vale, div vrezhonegerez yaouank da vale geneomp.Da gentañ-penn hor boa krapet àr lein menez Sant-Mikêl, da welet ar vro tro-ha-tro hag an hent a vehe graet. Un nebeudig plant ivez, kement ha krogiñ a-barzh doc'htu-kaer, èl ar fanouilh pe ar saoj-barlen. Devalet hor boa neuze, tremenet dre ar prad (pellik eh oamp chomet aze !), tostaet doc'h an tier lec'h ma oa bet c'hoariet get ar bleuñv banal, ha setu ni aet goude en iwarzhoùier. Diwezhatoc'h, goude Kroaz ar Gwenn, ur vrav a groaz vaen kozh àr vord an hent, e oamp bet é tostaat doc'h ar steudadoù peulvanoù goude bout paseet en ur gêr vihan. Ha neuze, goude bout sellet c'hoazh doc'h ar plant àr vrod an hent-bras ha doc'h ur vandennad konifled en ur park, setu ni aet get ur vinotenn arre, da gavout ar grugell en-dro. Ha gwelet c'hoazh traoù arall, ha klevet ivez, èl kan ar breanig melen, aes da ziforc'h. Ruzet a-walc'h hor boa àr an hent ha 'gozik 6 eur hanter e oa en achumand. Mall e oa en em guitaat. Le 8 mai dernier à Karnag le temps était loin d'être mauvais, malgré les nuages sombres du côté du Nord-Ouest. Un dizaine de personnes attendaient l'animateur qui n'est pas arrivé exactement à l'heure, le bougre ! Nous avons eu de la chance puisque peu de temps après se sont jointes à nous deux jeunes bretonnantes, passées par là par hasard. Nous avons commencé par monter sur le tumulus, histoire de voir le pays tout autour, de regarder par où nous irions nous balader. Et déjà, des plantes, comme la sauge verbénacée, ou le fenouil. Et nous de descendre alors, passer par le pré où nous sommes restés un petit moment, se rapprocher des maisons et jouer un peu avec les fleurs de genêt. Et enfin nous nous sommes enfilés dans les chemins creux. Plus tard, après avoir vu Kroaz ar Gwenn, une belle vieille croix de pierre sur le bord du chemin, nous nous approchons des alignements de menhirs par un petit hameau. Et, après avoir encore vu mainte plante sur le bord de la route asphaltée, ainsi que des lapins dans un champ, voici de nouveau un sentier, dans la direction du tumulus. Et encore de nouvelles choses à voir ou à entendre, comme le chant caractéristique du bruant jaune. Nous avions traîné à loisir sur le chemin et il était presque 18h30 à la fin. Il était temps de se quitter. Patrig Drean Amañ kevret, ur roll klok a-walc'h ag ar pezh hor boa gwelet (klikit àr lenn ar peurrest) /En annexe, une liste assez complète des choses que nous avons vues (cliquez sur lenn ar peurrest). st1:*{behavior:url(#ieooui) } Setu amañ ul listennad klok a-walc'h ag an traoù (plantennoù hag un nebeudig loened) hor boa gwelet d'an 8 05 e Karnag, en droiad-se hor boa graet tro-ha-tro da grugell Sant-Mikêl : Ar skav-gwrac'h sikamor (érable sycomore, Acer pseudoplatanus), get o bleuñv a spign, hag a zesache ar bourbouted (les bourdons) Seurtoù Geranium disheñvel ; ar Geranium lucidum (beg-garan lufr), bokedoù bihan get ur c'halir kizellet, ar Geranium robertianum (boked an Diaoul) get bokedoù bras (en unan anezhe e oa pemp kelionenn é suniñ keti-ketañ an nektar, kuzhet o fennoù e kreiz ar boked), trojennoù ruz, hag ar Geranium purpureum, un tamm etre an daou. C'hwervizon pe c'hwervizion (pissenlit, Taraxacum officinale) : sellet hor boa doc'h o frouezh kizellet fin get ul loupenn, gwelet penaos gober ur flaouit get ar gorzenn skrouiz. Lod o deus bet ivez ur podad koñfitur bokedoù c'hwervizion. Gwelet hor boa ar melchon hadour ( Trèfle enterreur, Trifolium subterraneum) ; ar bokedoù, tri pe pevar àr-un-dro, pa vezont daet da vout frouezh e vezont boutet en douar get ar blantenn hec'h-unan. Gwelet hor boa frouezh hir ar spilhoù mamm-gozh, pe beg-c'hwibon (Erodium sp.), kar doc'h ar geranium. Chaket hor boa deliennoù trechon (pe trinchin), (grande oseille, Rumex acetosa) ha klevet o goust treñk ha plijus. E-talte e oa kaol-moc'h (Parelle, Rumex obtusifolia). Lakaet hor boa ur blouzenn e bokedoù ar Saoj-barlen (Salvia verbenacea) evit kompren penaos e ra ar gweren evit kas ar pollen ag ur blantenn d'un all. Klevet hor boa c'hwezh kreñv, anis, ar fanouilh (Foeniculum vulgare) Tostaet hor boa hor frioù doc'h ar bokedoù lann (Ulex europaeus) evit klevet goust ar c'hatev get kenaou-koko. Chaket hor boa plouzennoù ar flouvenn (flouve odorante, Anthoxanthum odoratum) ha laosket c'hwezh ar c'haramel da arru e diabarzh hor frioù. Gwelet hor boa ar c'histin-douar (Conopodium majus), mes n'hor boa ket kredet dizouariñ ar meni kenaouenn zo edan an douar, mat da zebriñ. Hervez e lâre bugale Karnag kloklo anezhe. Galleg ? Mangoerioù ar vro a ziskoueze Pimpoch (pe Dule ; nombril de Vénus, Umbilicus rupestris) é kreskiñ àrne. Klasket hor boa penn d'ar feson ma vez implijet a-enep d'ar loskadur. Gwelet hor boa bizhier melen an Teod ejon (Arum italicum) ha komprenet penaos e tapont kelion munut e-pad un devezh kent o leuskel da vale, karget a bollen. Lod ac'hanomp o deus komprenet, goude bout graet un tañva (just un tammig ag un delienn èl rezon), penaos loskadur a ra an del er sac'h-boued pa vezont debret. Ampouezon ! Seurtoù Plantago disheñvel hor boa gwelet, louzaouenn an droc'h da gentañ-penn (pe louzaouenn ar pemp roudenn, plantain lancéolé, Plantago lanceolata). Pemp roudenn zo àr an del, hag implijet e veze get lagout evit lakaat àr ar gloazioù evit aesaat dezhe. Sellet hor boa ivez doc'h ar gurunennad goafioù é krapout àr he gwar a-hed ar pennad-bokedoù. Louzaouenn ar seizh roudenn (Plantago major, Grand plantain) zo hañval un tamm mes ar re-se a zo rontoc'h o del ha gellet a raont kreskiñ e lec'hioù flastret lies get treid an dud pe ar loened. Un trede seurt a oa Plantago coronopus, get del fin ; gwelet e vezont ur bochad e-kostez ar mor. Sellet hor boa doc'h ar Serfilh gouez (Anthrisque sylvestre, Anthriscus sylvestris), a familh ar c'harot ha get petalennoù gwenn brasoc'h àr an diavaez. Tostaet hor boa doc'h ar bleuñv banal (genêt, Cytisus scoparius) get ur blouzenn evit gwelet ar goafioù (staminennoù) é tarzhiñ hag é strimpiñ pollen, ar gweren pa glaskont pollen get ar banal a ra ar memes tra. Sellet hor boa doc'h del ar raden, hag edan an del, doc'h an tammigoù del hag a zo kuzhet ar spor a-dreñv dezhe. Gwelet hor boa kegid a bep tu d'an hent (Oenanthe safranée, Oenanthe crocata), e familh ar c'harot. Melen o bokedoù hag orañjez o gwriziad, fall-bras evit ar saout (hag an dud) m'o debront ! Gwelet hor boa plantennoù stagus ar Garvig (pe louzaouenn ar garantez ; gaillet gratteron, Galium aparine). Spern du (prunellier, Prunus …) a oa un tammig e pep lec'h, achu prantad ar bleuñv gete, ha spern gwenn (aubépine, Crataegus monogyna), lod e bleuñv c'hoazh, un c'hwezh un tamm displijus dezhe. Tostaet hor boa un dorn doc'h ar Geot pennoù gwenn (Holcus lanatus), dous ha plijus da douchiñ. Get honnezh e vez fars get ar vugale lies, pa riflont ar pennoù evit teurel ar gran doc'h fas unan arall. Spurmantet hor boa, àr zouar ar lanneg, bokedoù biot ha treset fin an Ornithopus perpusillus. Ur blantenn arall hag a vev àr an douar-lann a zo ar Potentilla erecta (keler-lann), he deus ur brav a anv e galleg : la potentille tormentille. Gwelet hor boa unan get he feder fetalenn velen. Piletoù gwenn louzaouenn Sant-Yann pe milad-Karnag (asphodèle, Asphodelus arrondeaui) hor boa gwelet ivez àr zouar meinek ar peulvanoù. Tostaet hor boa doc'h ur bod-kenaou (Corylus avellana, noisetier) evit sellet a-dost doc'h ar blev gwragennek (poils glanduleux) a zo àr ar brinsad nevez, un dapenn doc'h ar penn anezhe. Edan hon troad neuze hor boa gwelet traoù é strimpiñ : ar beler blevek (Cardamine hirsuta) a darzh o frouezh sec'h get an disterañ touch a vez graet dezhe, ar pezh hor boa amprouvet. Pellikoc'h, edan an haleg, hor boa bet tro da welet o c'hoarezed, ar beler (cardamine des prés, Cardamine pratensis), uheloc'h ar re-se. Broenn (jonc, juncus sp.) hor boa gwelet ivez edan an haleg, ar re-se eo a veze implijet evit lakaat ar pilligoù arem da zasson, en amzer a-gent. Àr vord an hent e veze gwelet, amañ hag aze, kelc'hiadoù-del ar brulu (Digitalis purpurea), paot-mat kuzhetoc'h evit ar bokedoù roz a vo doc'hte diwezhatoc'h. Klasket hor boa flastriñ del yaouank ar bezv (bouleau, Betulus pendula), hag añse lâret e petra en hor lakae ar goust da soñjal. An derv a ziskoueze deomp o bleuñv par, get staminennoù a-spign. N'oamp ket chomet pell-awalc'h evit diskoachiñ ar bleuñv parez, diaesikoc'h da welet. Tammoù pizell hor boa gwelet er pradoù ivez. Penaos gober an diforc'h etre pizailh, pizell ha piz-logod ? Afer hor behe a zeskiñ an traoù-se. Nag ar blantenn-mañ, ha louzaouenn ar verserion (Tamus communis ?) e vehe, doc'h em roltiñ en-dro d'ur blantenn arall, ha get del stummoù kalonoù dezhe ? Pe un aristolochenn (Aristolochia clematitis), dibaotoc'h ha kavet àr vord ar mor ? Diaes eo deomp lâret hep ar bokedoù. Da bell kent hor boa gwelet, ha ni é komañs an hent hepken, ur graperez arall : Gwinienn an Diaoul (Bryonia dioica, la Bryone dioïque). Dioïk ? Ya, rak pep plantenn a zo par, pe parez, mes pas an daou àr un dro èl an darn vuiañ ag ar spesadoù plant. Ur skouer ag an dra-se hor boa bet e penn-kentañ-tout an hent, get ar Silen dioïk (Compagnon blanc, Silene dioica) ; moaien zo gwelet pemp dared é tonet er-maez a galonoù ar bokedoù parez, pe staminennoù e kalonoù ar bokedoù par. Gwez dioïk arall, an Oulom gwenn (pe Onn, le frêne, Fraxinus excelsior), a oa bet gwelet àr an hent, en ur c'hoadig. Ag ar re-se e veze gwelet skant du ar broñsoù digoret, c'hoazh. E-kreiz ar lanneg hor boa gwelet ur varzhoneg é sevel, fresk ha skañv, bet skrivet get Eugène Guillevic, paotr ag ar vro anezhañ. Pellikoc'h e oa del ar Skouarn-logod (Epervière piloselle, Hieracium pilosella) a ziskoueze o blev fin. Er c'hoad e oa bokedoù sivi (Fragaria vesca, fraise des bois) a oa doc'h hor gortoz, ha skeudennoù ar frouezh ruz a oa en un tu bennak en hor speredoù, na bout ne oa ket c'hoazh an termen evit o gwelet. Ar bodoù skav (Sureau, Sambucus nigra) e-pad an amzer-se a laoske da welet o bleuñv, pas gwenn c'hoazh, pas prest c'hoazh. Mes tarzhell ebet n'eus ket bet graet get ar barroù. Soñjet hor boa er gegin hag er boued p'hor boa tapet un tamm delienn lore (Laurier-sauce, Laurus nobilis) hag he flastret etre hor bizied. Er boued ivez hor boa soñjet, mes en tu fall, get an elestr blazus (Iris gigot / iris jambon, Iris foetidissima) ; graet hor boa ar memes tra, tapout un tamm delienn hag he flastriñ etre hor bizied ; èl ma lâr o anv galleg ivez e vez gete ur blaz morzhed-hoc'h, ha c'hoazh kani chimik un tamm ; goust hili ma faot deoc'h. Estroc'h evit get plouzennoù ar c'hwervizion e oa bet graet trouz : get frouezh ar bokedoù klak-klak (Stellaria holostea, Stellaire holostée – langue d'oiseau), boulloù anezhe. P'o flastrit pa vezont sec'h e raont un trouzig : Klak ! Evit achu get ar plant e venegimp lod anezhe c'hoazh : ar luzern arabek (Medicago arabica, luzerne arabique), bokedoù melen, tarchoù du àr an del, ha frouezh spiralek ha dreinek. Ar gevrvoued (Chèvrefeuille des bois, Lonicera periclymenum) a grape er garzhoùier, ar pour-bran (Jacinthe des bois, Scilla non-scripta) a lakae liv àr gostezioù an hent, ar groazig (Gaillet croisette, Cruciata laevipes), get o strolladoù peder delienn a-hed an droñjenn, hag o feder fetalenn ; dilhad ar vaouez yaouank (Gaillet blanc, Galium mollugo), tost doc'h ar garvig, mes ne begont ket anezhe... Plant a oa da welet, mes evned da glevet ivez : an torig-ruz (rouge-gorge) hag a vez klevet a-hed ar blez, mes goloet un tamm e gan get kan ar re arall ar wezh-mañ, ar goulom-gouez (kudon ; pigeon ramier), pell, kuzhet, ha diaes da glevet. Ar goukoug. Ar pign-pign (pinson ; daou dad a oa doc'h em ganniñ en ur jardrin). Ur wignelenn-siminal (hirondelle de cheminée) a oa barret àr un orjalenn dredan, glaouerion (martinets) a nije en amzer tro-ha-tro d'ar grugell. Ar flourig (Pouillot véloce) a rae Tchiff-tchaff er gwez. Ar vedig kabell du (fauvette à tête noire) a zassone he bouezh er bodoù. Ar vouialc'h (merle) a glevemp he c'han sklaer un tamm pelloc'h. Ha poan hor boa bet un tamm da glevet notenn ziwezhañ kan metalek ar breanig melen : Tzz tzz tzz tzz tzz tzz tsûûûûûûû. Bruant jaune a vez graet anezhañ e galleg. Roudoù ar c'hazhed-koad hor boa gwelet ivez er c'hoad, àr ar boulloù-pin. Mes ur voiajad konifled bev eo a oa bet tu da welet er pradoù paour tost doc'h ar peulvanoù. Patrig Drean