Troiad-bale e Bredevi, 05/05

Posté le 30/04/2012

D'ar sadorn 5 a viz Mae / Le samedi 5 mai Pourmenadenn e brezhoneg e  Lenn ar Forest, e Brandivi Amzer amiapl met pasapl a gogus ur sort, neoazh ne oa ket bet glav, hag an dek den bennak a oa daet d'an emgav o doa kemeret penn an hent evit gober tro lenn ar Forest, e-ser deskiñ un nebeut traoù a-ziàr an natur pe bamiñ dirak livoù, stummoù pe trouzioù dic'hortoz. Goude ur pennad hent àr ar gouiltron (met troet ar selloù trema ar gwez tro-ha-tro ur sort) e oamp aet da gavout al lec'h a vez graet "ar gastell" anezhañ get tud ar vro. Ur votenn ag ar grennamzer eo, get darnoù mangoerioù hanter-c'holoet get ar plantaj, ha toulloù donk, gwez é valiriñ a-dreiste. War-lerc'h hor boa tostaet doc'h an dour ha sellet doc'h ar louzaou, selaouet doc'h an evned un tammig bihan ivez. E-mesk an traoù o doa merchet ar speredoù, an ui glas ha blot, hanter-zrailhet, a oa àr an douar edan ur wezenn : un ui ruzetig-koad ("gwrac'hig an drez" e lec'h arall) eo. Kouchet mat e oamp rak er-maez ag an uioù-se hag o liv glas ne ouian ket forzh lakaat kemm etre an uioù ! Hag ivez toulloù en hent, ma weled dour ar lenn dreze, un aridennad ploged-houidi da heul o mamm, skignaned bet klevet e penn an hent. Hep ankouaat un tamm tok-touseg a oa dezhañ tres ur voull zu poultrennek, èl pa vehe glaou e vehe. Da achu get an hent e oamp chomet un tammig àr ar c'hlazenn é tiviz hag é sellet doc'h al louzaou, e kompagnunezh pesketaerion yaouank. Pa oamp é tostaat doc'h an otoioù e oa ar glav é tostaat ivez. Netra souezhus peogwir e oa bet kempennet a-feson an droiad, ha jedet an timing ag ar gwellañ. Patrick Drean

Revenir