Troiad-bale e Pleuwigner/ Mini-randonnée à Pluvigner

Posté le 03/12/2010

Troiad bale àr hentoù Pleuwigner              Ugent den o deus kemeret perzh en droiad bale azoet d’ar Sadorn 27 a Galañ-Gouiañv. Brav an amzer – a bouez un dapennig glav, met netra ! – ha digor an hentoù. Komz hed-ha-hed ag ar maezioù, ar plant, ar vuhez gwezharall hag hiriv an deiz… Un arsav e chapel Misericorde savet e 1620 da welet an diabarzh kempennet kaer, get ur stern aoter , limajoù sent e koad (17vet kantved) hag e mein (15 vet kantved), ur jube kizellet er blez 1623 ; hep disoñjal roudoù Keriolet ken splann c’hoazh da welet (sañset atav)… Tu zo bet ivez da gomz ag ar pardon en amzer ma veze gwerzhet yer profet d’ar chapel, ag ar bannoù graet pep sul goude an overenn (get Benoni e-unan, bet bannour ar c’hornad). Taolenn gaer flagenn ar Loc’h a-gentizh ma tostaer da Sant-Derven ; bravitez ar vilin gozh get ar rod é treiñ… Un enderviad a-feson kaset penn-da-benn e brezhoneg; souezh ebet ma vehe roet un tañvad anezhi da glevet da selaouerion Radio Bro Gwened : ur mikro a oa é vale geneomp penn-da-benn ag an hent !        D. C.

Revenir