Ur pennad a-ziàr Nedeleg

Posté le 24/12/2009

Klikit àr lenn ar peurrest evit selaou ha lenn ar pennad/ Clliquez sur lenn ar peurrest pour écouter et lire l'article.                 P’arriv Nedeleg n’hellan ket parrat a dreiñ ma soñjoù davet an amzer baseet. Kement-se ne dalv ket e vennan meuliñ an amzer gozh evit dismegansiñ gwelloc’h an hini a-vremañ. Nann, nann ! met petra ‘faot deoc’h ? Me ‘gred e vir pep unan ac’hanomp, kehet ha ma vev, ur soñj kuñv ag un darvoud, ag ur prof bennak er c’has, p’arriv ar gouel, da Nedeleg e vugaleaj.                Evidon-me e vezan bepret kaset da benn kentañ-tout ar blezadoù 1950, d’un amzer ma ne oa ket c’hoazh àr ar maezoù dre-mañ na tredan, na dour, na gaz ‘barzh an tier ! Ag an aezamantoù a vez bremañ partout ne oa ket seblant ebet c’hoazh…. Penaos ?… Ha dienez hor boa dezhe ? Tamm ebet, peogwir ne ouiemp ket memp petra ‘oa ober gete. Setu e vevemp just èl ma vevomp bremañ, un deiz é kas an arall a-hed ar blez. Ha Nedeleg en afer-se ? eme-c’hwi. Na rit ket bil ! Eh on ec’h arriv get ma c’haoz.                Profigoù, an aval orañj, ar Mabig Jesus e sukr,… Ya, sur a-walc’h ! a gement-se n’on ket bet forc’het muioc’h evit ar vugale arall. Met ned eo ket int eo a vag ar soñj dousañ am eus miret a c’houelioù Nedeleg kentañ ma bugaleaj. Nann ! Pa zistroon ennon e welan ma zad-kozh hag un oaledad tan.                    An oaled - ne lâran ket ar cheminal rak ned eo ket ar memp tra tamm ebet ! – an oaled enta a veze tachenn miret ar gwragez ; ar merc’hed eo a rene àr ar c’horn-se ag an ti lec’h ma veze poazhet, darevet, frintet, bervet, krazet, mitonet kement kaoteriad, kement paelonad, kement kastolennad boued a veze alejet d’an tiad. An oaled a oa ar gegin, hag ar gegin a oa an oaled ! Setu e veze àr un dro meur a dan àr an oaled-se, ha meur a drebez àr an tan ivez, forset-mat; ken just èl ma vez bremañ get plakennoù tredan pe tanioù ar gazinier. Ne veze ket, kenkoulz eo er lâret, james a dan bras àr an oaled ;  peotramant neuze da noz d’en em dommiñ kent monet da gousket, peotramant c’hoazh da sec’hiñ an dilhad goude ur barrad glav.               Deiz kent Nedeleg avat e veze chenchamant. Ret eo lâret ne veze ket koan ebet. Afe ! koan gwirion ebet atav dre ma ne veze ket soubenn. Rak soubenn a veze bemdez da goan, ha ken nemet soubenn, hañv-goañv. D’an deiz-se enta ne veze ket keginet àr an oaled goude merenn hag e teue ma zad-kozh Juluan da vout mestr an oaled. Mestr d’ober petra ? Da gempen tan Nedeleg !                     D’enderv e yae mamm d’ar vourc’h, da foar Nedeleg hag e tegase geti traoù mat da zebriñ : bara-mel, bara d’ar laezh, brioch hag ur sort bara-gwinnizh na veze poazhet ken nemet an deiz-se, gwennoc’h ar mirvig ha melenoc’h ar c’hreun ; bara poazhet àr rond, èl ur gurunenn, ha nepas àr hir èl ar varaenn. Kentañ seblant Nedeleg a oa ar c’hurunennoù-se. En em welet a ran c’hoazh é vonet betek lein Park-an-Derv d’he diambroug; diskrog a rae an div pe deir kurunenn daet geti a-istribilh doc’h gidon he belo ha lakaet e vezent doc’h mam brec’h, din d’o degas betak ar gêr. Gete ec’h arrive Nedeleg ‘barzh an ti !                      Da goulz Nedeleg ne veze ket mui debret merenn-enderv a-c’houde gwerso. Du-mañ neoazh e veze graet kafe fresk an deiz-se, tro peder eur, ha debret peb unan e vriochenn. Goude e yae an dud d’ober àr-dro al loened hag e kroge ma zad-kozh Juluan a-zevri-kaer get e labour. Distlabet e oa bet an oaled d’ar maouezed goude bout graet ar c’hafe, diskennet ar poferioù hag an trebezioù bras en toull-keuneud. Chom a rae dezhañ da skarzhiñ razh al ludu, da skubat, da naetaat èl ma faot da zegemer an tan nevez.                    Ur wezh graet kement-se e yae d’ar c’harrdi da glazh an etev Nedeleg, un tous derv d’el liesañ, douar doc’htañ c’hoazh a-wezhoù. Ur pezh tamm koad ! Un tamm koad na oa ket bet a faotiñ dezhañ, leun a skoulmoù, kignet d’ar vouchal, damzigoret d’ar yenoù. En ur ger : un tamm koad royal, unan kalet, an hini en doa graet goap doc’h ampartiz ar faotour kozh ha gounidet, èl-se, an enor da vout dibabet da etev Nedeleg.                    Ur wezh savet an etev àr an oaled - hag a-wezhoù e tae ma zad da reiñ an dorn ken ponner ma oa – ha harpet doc’h ar vur e veze komañset sevel an tan : un dornad plouz, un dornad del sapin, lann pe benal sec’h, brinsad en o-sav ha, tro-ha-tro, tammoù teñv, treujad faoutet. Un dra paket, me lâr deoc’h !                   Get an dra-se e oa daet an noz dija sur a-walc’h. Ne oa ‘barzh an ti ken nemet an amsklerder taolet get al lamp petrol pozet àr an daol, èl  ul lutig kollet e-kreiz an deñvalijenn. Hag e chomemp eno hon daou ‘barzh korn an oaled yen, ar voereb Mari ampechet en he c’herzhed ha me. Hon daou e chomemp eno da… c’hortoz an eur.                  Aet e oa ma zad-kozh d’ober e droiad, da welet ma oa bet roet o boued d’ar c’hezeg, ma oa avañset ar merc’hed get goueriñ ar saout. Pa gave getañ e oa daet an amzer e tistroe d’an ti. Kraaak !…. Un alumetenn a oa trawalc’h da lakaat an tan da redek dre ar bern, ag ar plouz d’ar briñsad, ag ar c’heuneud d’an treujad ha d’ar c’hoad faoutet. Ha tan ‘barzh pep korn àr un dro ; tan flamm, tan uhel, tan ledan é sevel. Tan da sklerijenniñ an oaled, ar c’horn-toull, mantell ar cheminal a-bezh, ha pelloc’h memp betek ar c’hredañsoù hag ar gweleoù ‘barzh penn d’an dias an ti. Splannder ha gwrez àr-un-dro ! Ken tomm en un taol ma ne oa ket tu chom er c’horn-toull ! Ret e oa memp pellaat a-zoc’h an oaled !                 Buan goude ec’h arrive ar re arall, ma zad, Raoul ar mevel, mamm ha mamm-gozh. Hag holl e vament d’ar gaohad-tan.                 Neuze e komañse filaj Nendeleg ; ur filaj dishañval doc’h ar re arall dre ma ne veze ket c’hoariet kartoù na brochennet, na gwriziet. Dishañval ivez dre ma veze berr evit ar re a oa o soñj kemer penn hent ar vourc’h da vonet da welet c’hoari pezh ‘barzh ar patro, ha da vonet da overenn hanternoz goude. Savet e veze ar gouloù el lamp, bevet ul lamp oc’hpenn er penn arall – Soñjit ‘ta ! Div lamp alumet àr-un-dro ha tan flamm àr an oaled ! Ur gwir palez ! Lakaet e veze ul lien gwenn àr benn an daol hag àrnezhañ ar bara-mel, ar bara-d’ar-laezh, ar bara Nedeleg. Ha peb unan da dostaat, da droc’hiñ pep a chantellenn gaer, d’he lakaat doc’h penn ur fourchetenn ha d’he zostaat d’an tan da graziñ. Hag amannenn é teuziñ a droc’had àr ar bara krazet, é tiveriñ dre doulloù er mirvig… Den ebet na rebreche deoc’h monet re zon get ho kountell en tamm amannenn. Den ebet ! Nedeleg e oa, setu.   D. Carré  

Revenir