Atalier C'hoariva

Skritell C'hoariva KSK
 
Nevitez vras : un atalier c'hoariva evit ar re vras bep Merc'her d'an noz, kinniget get Solen Piriou hag a zo bet é teskiñ get Strollad ar Vro Bagan, bet krouet er blez 1973 ha strollad brudetañ Breizh !
 
« Sketchoù a vo lakaet e plas, un dra a-feson evit gober liammoù etre ar c'hentelioù hag ar pleustriñ dre ar c'hoariva. Ezteurel santimantoù hag ivez lakaat e vemoar da labourat, en em lec'hiañ, kemer fiziañs dirak tud dre sketchoù, barzhonegoù ha sonennoù, get ar pal kinnig un arvest e fin ar blezad evel frouezh ar labour bet kaset durant ar blezad. » a resisa Solen Piriou.
 
 
D'ar Merc'her etre 8 eur ha 9 eur 30 !

 

02 97 29 16 58