A blasenn da blasenn

08/07/2016

D'ar Gwener 8 a viz Gourhelen

 

 

           Ho pediñ a ra ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna d'hec'h emgav sonerezh ag an hañv, evel bep blez, e bourc'h Pleuwigner. Neuze, skrivit an deiziad-mañ en ho kalander : d'ar Gwener 8 a viz Gourhelen adalek 8e30 d'an noz e vo.

          Èl bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get an animatourez Catherine Pasco, sikouret gant tud a youl vat arall. Kanet 'vo, c'hoarzhet 'vo ! Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout. An emgav a vo dirak ar vediaoueg, hag ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù (lod anezhe dianav mem da veur a bleuwignerad) war-zu obererezhioù disheñvel. Bout e 'vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho kortoz evit un nozvezh plijus, e galleg hag e brezhoneg.

          Digor eo da razh an dud evit netra, dait niverus da gemer plijadur !

 

 

Distroiñ