Devezh ar vugale

17/10/2025

Èl bep eil blez, e vo kinniget get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna get harp ti-kêr Lokoal-Mendon, un abadenn e brezhoneg da razh hentadoù divyezhek douar Alre (oc’hpenn 800 bugel).

Ar blez-mañ, bec’h d’an dañs, an treid er gerlenn hag ar penn er stered get pare Spontus ! Sonerion Spontus, ambrouget
get o c’homper Guillaume Thiery (kontour ha furlukin), e vo nezet neudenn Ar Lagad-bleiz : un arvest perzhiiñ evit ar vugale azasaet diàr o album diwezhañ.

Diskenn a raint ag al leurenn, kanal ha dañsal a raint get ar vugale. Ur c’haer a brantad treuzkas sevenadurel enta, digor d’ar c’hoarzh ha d’ar biljadur.

 

Un abadenn hag a vo e-mesk an holl abadennoù kinniget e-pad Bro Alre Gouel Bemdez, ar programmadur kinniget get Ti Douar Alre.

 

Distroiñ