Sinema e brezhoneg evit ar vugale : Kan ar Mor

20/12/2025 (11:00)

Sinema e brezhoneg evit ar vugale adal 3 bloaz, istitlet e galleg, digor d'an holl.

Emañ Glen ha Morgana o chom gant o zad e lein un tour-tan war un enezenn vihan. Evit bout gwarezet diouzh dañjerioù ar mor e vezont kaset gant o mamm-gozh e kêr. Glen a zizoloio neuze ez eo e c'hoar vihan ur Selkie anezhi, ur boudig mor a zo gouest a-drugarez d'he c'han da zistrobinellañ ar voudiged hud bet sordet gant ar Sorserez he zouded. Dav vo da Glen ha Morgana talañ ouzh an arvar hag ouzh o anken a-hed o beaj estlammus. Rankout a raint stourm ouzh ar sorserez ha sikour ar voudiged hud evit ma adkavint o galloudoù.

 

Kenaozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha Le StanG. Priz a-vat (traoù lipous da werzhiñ àr al lec'h).

Distroiñ