Brezhoneg Enez Groe (Sine-Predegenn)
09/03/2026 (18:30)
Digor a ra ur fenestr àr ar vuhez gwezharall àr an enezenn ha roiñ a ra an tu da ouiet hiroc’h a-ziàr kani ar maouezed. É vonet get neudenn he buhez e teskriv àr ar munud ar vuhez pemdeziek, an darvoudoù bras hag emdroadur kevredigezh enez Groe hed-ha-hed an XXvet kantved.
Predegenn kaset e brezhoneg (troet àr ar prim evit an nann-vrezhonegerion) àr-lerc’h banniñ an teulfilm Tante Mélanie (e galleg), e bezañs ar sevenour, Emmanuel Audrain. Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha kumun Landevan.
Landevan, sal Kerverh 6 e 30 g.m. Lod hervez pep unan

