Dasson ur galon (Pennad-kaoz, barzhoniezh e brezhoneg)

07/03/2026 (10:30 - 12:00)

En e zastumadeg Barzhonegoù roeget (embannet e 2025 get Al Lanv) en deus taolet Ronan Postic gerioù stourm, komzoù bev é toulliñ un hent davet ar pezh a ra danvez hag anien Mab-den. Da geñver Miziad ar brezhoneg e vo roet ar gaoz dezhañ ha d’ur skrivagnour arall tomm doc’h ar varzhoniezh ivez, Padrig Drean.


Perak o deus graet o soñj skriviñ barzhonegoù ? Peseurt plas he deus ar varzhoniezh evite ? Un digarez da eskemm, d’en em soñjal ha da zegas c’hoant d’an nen roiñ skouarn da vouezh ar varzhed. Kaset get David ar Gall (e brezhoneg).

Pleuwigner, mediaoueg 10 e 30 > 12 e a.m. A-vat


Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Ar StanG.

Distroiñ