Devezh ar brezhoneg (e brezhoneg) - KLEW

23/11/2018

Plumergat - 23 novembre 2018

 

KLEW
Un arvest divyezhek eo KLEW, e brezhoneg hag e yezh ar sinoù a vro c'hall (LSF). Un abadenn evit ar re vihan kerkoulz hag evit ar re vras an hini eo, ur sonadeg farsus hag a ro lec'h d'ar c'hoari. N'eus ket par da laúd Hélène Brunet ha da violoñs Yun Léon evit strobinelliñ an arvesterion, hep komz ag ar fent e-barzh kaozioù an div ganourez. Ha setu m'en em gav peb hini souezhet é welet e c'hell klevet get e zaoulagad, klevet hep e zivskouarn, kanal get e gorf... Ha kompren traoù e-leizh hep bout o c'hlevet neoazh.

 

Organisateur : Ti Douar Alre et Kerlenn Sten Kidna
Lieu : Espace Les Hermines
Horaires : 10 h – 15 h
Contact : Ti Douar Alre – 02 97 78 41 40
Mail : degemer@tidouaralre.com
Tarif : Offert par Ti Douar Alre et Kerlenn Sten Kidna aux écoles bilingues du Pays d’Auray

Distroiñ