Lennomp a-gevred

24/01/2026 (10:00 - 12:00)

Dait da gomz e brezhoneg ag ar levrioù hoc’h eus lennet nevez zo, pe adlennet.

Ne vern pesort levr e vehe ! Digor d’an holl lennerion / lennerezed.

Pedet oc’h da zonet da zebriñ ha da evet geneomp d’ar Sadorn 24 a viz Genver da 11e a.m e mediaoueg BREC'H . Katev ar Rouaned a vo àr an daol, hag evaj, tout ar pezh a faot evit tremen ur momand bourrapl hag un digarez evit souetiñ « Blezad mat » an eil d’egile, evit komz get tud hag a zo é teskiñ en ur gentel arall, da soniñ a-veg marse... !

Evit donet da dañva katev ar Rouaned, plijet geneoc’h lakaat hoc'h anv d’ar
chomlec’h-mañ : ksk@ksk.bzh da aesaat an aozañ.

 

Distroiñ