Priz lennegel 2021

25/09/2021 (10:00)

 

Kristian Braz a vo degemeret geneomp en Alre d'ar sadorn 25 a viz Gwenholom, rak getoñ emañ aet ar priz Sten Kidna ar blez-mañ, goude tolp ar juri e miz Mezheven, evit e levr, e zastumad danevelloù "Kroashent-tro 2".
Da 10 eur da vintin e vo an traoù, ar lid, heuliet get ur pennad-kaoz (e brezhoneg) etre ar lennerion hag an den.
 
Dait d'ober un degemer karadek dezhoñ !
Er sal Louis Massé e vo, straed ar Penher, en Alre.
 
Grit un tamm anaoudegezh pelloc'h get ar paotr barrek ha kizidik-mañ dre ar bajenn Wikipedia-mañ, hag èl-se, nag èl n'ho pehe ket lennet "Kroashent-tro 2" e c'hellehet donet d'er gwelet ur sort !
 
Padrig Drean
 
 

Distroiñ