Sonadeg Denez Prigent

03/12/2021

Salud d’an holl !

 

Emañ Kerlenn Sten Kidna é kenaoziñ arvest Denez Prigent hag a vo kinniget d’ar gwener 3 a viz An Azvent 2021 e iliz Sant Gweltasen Alre. En arbenn ag an dra-se e c’hell izili KSK en devout un distaol ha paeiñ 18€ (e-lec’h 25€). Neoazh n’eo ket posubl lakaat an distaol-mañ da dalvout àr lec’hienn Ti Douar Alre. Neuze e vo ret deoc’h choaziñ etre daou vod :

  • Gouarniñ ho plas dre bostel da Gerlenn Sten Kidna : ksk@ksk.bzh, ha kas ho chekenn ar buanañ ar gwellañ (ha kent an 20 a viz Kalañ-Gouiañv) d’ar chomlec’h : Kerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 AN ALRE.

  • Diskoueziñ ho kartenn-ezel, deiz an arvest, pa vo prenet ho pilhed ma vo plas c’hoazh.

 

DIWALLIT : n’eo kinniget an distaol-mañ nameit da izili KSK : ma faot deoc’h gouarniñ ur plas aveit un den arall e vo ret paeiñ ar priz goulennet : 25€

Distroiñ