Staj berr dre soubidigezh

25/05/2019

Staj berr dre soubidigezh kinniget get Kerlenn Sten Kidna

     d'ar sadorn 25 a viz Mae

Eurioù : etre 9 e 30 ha 5 e d'enderv 

Lec'h : An eil devezh staj dre soubidigezh vo 

d'ar sadorn 25 a viz Mae e Ekomirdi St Degan Brec'h (9e30/5e).


Priz : 20 € evit ar re e-mesk deskerion ar Gerlenn 
30 € evit an dud n'int ket izili. Lakaat e anv : 02.97.29.16.58. pe 06 31 60 26 82
ksk@ksk.bzh pe nol.tatard@@free.fr Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz,
ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek,
zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh.

Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e ta ar Gerlenn a sevel
staj berr e-korf ur blezad-skol, un devezh.

Get atalieroù a bep sort (soniñ a-veg, sonerezh, c'hoarioù, troioù-bale...) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg. N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh
evit donet d'ar stajoù, rak digor e vênt d'an holl re
a oar tammoù brezhoneg. Un digarez ivez da welet fasoù nevez
e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !

Distroiñ