Emvod-Meur a-bell

Kaset d'an/d'ar 16/03/2021

KOUVIADENN

 

Kerlenn Sten Kidna a zalc’ho he zolpadenn veur ar blez-mañ d’ar

Gwener 26 a viz Meurzh 2021, da 7 eur g. m.

 

Graet e vo a-ziabell, evit ur wezh, dre Zoom, en arbenn ag an enkadenn-yec’hed.

 

En Emvod-meur e-unan e vo neuze ar lodennoù-mañ :

  •   pennadoù-komz tud dilennet pe ofisiel, ma vez hag abadenn goulennoù-respontoù diàr an danevelloù.

 

 Ar banne kustum er fin a vo posupl, marse… e ti pep unan !

 

Plijet geneoc’h lakaat hoc’h anv ma faot deoc’h kemer perzh (ur liamm a vo kaset deoc’h).

 

Gellout a reoc’h kemer ar gomz pe e-pad an Emvod-meur, pe dre ur gemennadenn ma ne c’hellit ket bout kemer perzh.

 

Engortoz ag ho kwelet geneomp an deiz-se, a wir galon,

 

E anv holl izili ar Gerlenn,

Ar prezidant, Patrick DREAN

Distroiñ