Nozvezh kontadennoù

Kaset d'an/d'ar 13/05/2016

D'ar Gwener 13 a viz Mae 2016

 

           E-pad ar filaj-mañ e vo klevet istoerioù get ar gonterion (Daniel Carré, François Louis ha Jo Sergent) èl rezon, evit ho kas àr hentoù souezhus an ijin, douget get sonioù brezhoneg ar vro. Mes ouzhpenn an dra-se a vo graet : lakaet e vo ar gaoz get ar gonterion o-unan hag ar selaouerion (a ray estroc’h evit selaou enta) àr ar mod ma taer da vout konter ; pesort istoerioù choaziñ ha penaos o deskiñ, pesort mod en em zerc’hel dirak an dud evit o filimiñ… Kement ha reiñ c’hoant deoc’h marse, hag oustilhoù, evit en em lakaat àr an hent-se ivez ?


Nozvezh kaset e brezhoneg penn-da-benn.


Lec’h : Brec'h, e chapel ar bleuñv, er vourc'h

Eur : 8e30 d’an noz

Priz : dre an tok

Distroiñ