Tro-vale natur hag anvoù-lec'h /rentañ-kont

Kaset d'an/d'ar 02/04/2016

Sadorn 2 a viz Imbrilh / e Sendegan

 

          Krogiñ a ra an dud d’en em dolpiñ dirak an ekomirdi ; arru eo ar valizenn evit jubenniñ ; un nebeudig anvoù parkeier o deus nijet, lod é tonet a werso ha bet ankouaet, hag a zo daet àr un nebeudig kartennoù en ur renkell. Goude ur vrav a foto, setu ar strollad é treuziñ an ekomirdi. N’eo bet pell an dud é kerzhet betek an arsav kentañ. Dirak ur vangoer e raomp anaoudegezh get un nebeudig plant, unan anezhe, an c’hwervizon, lakaet da drouziñ, get e lañchenn zoupl, èl ar vombard.

 

            Un nebeudig pazoù pelloc’h, setu un arsav arall, get plantennoù frondus. Èl-se e vo hed-ha-hed get an hent : komzet e vo pasapl ag ar plant (debret e vo unan anezhe zoken, ar c’histin-douar), selaouet e vo doc’h an evned (daou anezhe, an torig-ruz hag ar flourig, a ray muioc’h a drouz evit ar re arall).

 

           Amprevaned n’hon eus ket gwelet kalz, nemet roudoù ur chasplouzenn vihan, hent he buhez skrivet àr delienn un dreinzenn : ur stigmella e vehe, ur valafenn vihanik-tra.

tl_files/Actualites/2015-2016/2016-04-02_Pourmenadenn_e_Sant_Degan.jpg

 

           Taol ha taol e veze graet arsavoù evit komz ag an anvoù parkeier. Cheñchet o deus kalz a-c’houde 180 vlez, mes un nebeudig anezhe o deus gouarnet o bevennoù ag an amzer-hont (da skouer « parc segal ») ; lod get anvoù aes da gompren, èl « cognel er parc bras » (« kognell ar park bras »), « liorh guerenn » (« liorzh gweren »), « park derlui » (« park d’ar lue »)… Get lod e sav goulennoù nevez diàr o fenn, na bout e vezont komprenet ivez : « er govelleuë » evit « ar govelloù » (komzet e vez ag ar govelloù-se en dielloù ?), « prad en eih scouët », da lâret eo « prad an eizh skoued » (eizh skoued, priz an tamm douar ?), « er vinglé » evit « ar veingleuz » (mein zo bet tennet ag ar lec’h-se ?). Evit lod e chom diaes an anv da gompren  (« prad er guluzec »).

 

tl_files/Actualites/2015-2016/2016-04-02_Pourmenadenn_e_Sant_Degan_03.jpg

 

 

           Goude bout diskennet dre ar c’hoad ha bout graet un tamm betek bord ar lenn (tost doc’h milin veuzet an Talhoued), e oamp krapet en-dro. Heuliet hor boa minotenn ar c’hoad ha krapet e oamp en-dro get an hent ledan àr vord ar park ec’hon a zo er c’hreisteiz da Sendegan. E-raok donet en-dro d’an ekomirdi hor boa graet un arsav dirak restajoù chapel Sant-Laorañs. Ur chapel a oa dija anezhi e-mesk an tier ; distrujet e oa bet hag e 1890 e oa bet savet unan arall, un tamm uheloc’h evit ar gêriadenn. Honnezh eo hor boa gwelet ar restajoù anezhi, un nebeudig vein e korn ar prad. Un tamm komz a-ziàr daou anv-park : « an abati » (rak lâret e vez « e-kreiz an abati » evit lâret « en ur lec’h ec’hon, e-kreiz an avel »), ha « Pont-Moyard », ha setu ni distroet.

 

          E-mesk an tregont den bennak a oa geneomp e oa pevarzek é heuliiñ komzoù Patrig get sikour David, a oa jubennour hag a gomze dezhe, e galleg, dre vikro ar valizenn piaouet get KSK àr un dro get Ti Douar Alre.

 

Rentañ-kont ar valeadenn àr ar munud : plant, loened, anvoù-lec'h...

 

 

 

Abadenn troet e galleg get ar valizenn jubenniñ.

 

tl_files/images/2016-2017/acceo_casque.png

Distroiñ