Tro-vale natur hag anvoù-lec'h /rentañ-kont
Kaset d'an/d'ar 02/04/2016
Krogiñ a ra an dud d’en em dolpiñ dirak an ekomirdi ; arru eo ar valizenn evit jubenniñ ; un nebeudig anvoù parkeier o deus nijet, lod é tonet a werso ha bet ankouaet, hag a zo daet àr un nebeudig kartennoù en ur renkell. Goude ur vrav a foto, setu ar strollad é treuziñ an ekomirdi. N’eo bet pell an dud é kerzhet betek an arsav kentañ. Dirak ur vangoer e raomp anaoudegezh get un nebeudig plant, unan anezhe, an c’hwervizon, lakaet da drouziñ, get e lañchenn zoupl, èl ar vombard.
Un nebeudig pazoù pelloc’h, setu un arsav arall, get plantennoù frondus. Èl-se e vo hed-ha-hed get an hent : komzet e vo pasapl ag ar plant (debret e vo unan anezhe zoken, ar c’histin-douar), selaouet e vo doc’h an evned (daou anezhe, an torig-ruz hag ar flourig, a ray muioc’h a drouz evit ar re arall).
Amprevaned n’hon eus ket gwelet kalz, nemet roudoù ur chasplouzenn vihan, hent he buhez skrivet àr delienn un dreinzenn : ur stigmella e vehe, ur valafenn vihanik-tra.
Taol ha taol e veze graet arsavoù evit komz ag an anvoù parkeier. Cheñchet o deus kalz a-c’houde 180 vlez, mes un nebeudig anezhe o deus gouarnet o bevennoù ag an amzer-hont (da skouer « parc segal ») ; lod get anvoù aes da gompren, èl « cognel er parc bras » (« kognell ar park bras »), « liorh guerenn » (« liorzh gweren »), « park derlui » (« park d’ar lue »)… Get lod e sav goulennoù nevez diàr o fenn, na bout e vezont komprenet ivez : « er govelleuë » evit « ar govelloù » (komzet e vez ag ar govelloù-se en dielloù ?), « prad en eih scouët », da lâret eo « prad an eizh skoued » (eizh skoued, priz an tamm douar ?), « er vinglé » evit « ar veingleuz » (mein zo bet tennet ag ar lec’h-se ?). Evit lod e chom diaes an anv da gompren (« prad er guluzec »).
Goude bout diskennet dre ar c’hoad ha bout graet un tamm betek bord ar lenn (tost doc’h milin veuzet an Talhoued), e oamp krapet en-dro. Heuliet hor boa minotenn ar c’hoad ha krapet e oamp en-dro get an hent ledan àr vord ar park ec’hon a zo er c’hreisteiz da Sendegan. E-raok donet en-dro d’an ekomirdi hor boa graet un arsav dirak restajoù chapel Sant-Laorañs. Ur chapel a oa dija anezhi e-mesk an tier ; distrujet e oa bet hag e 1890 e oa bet savet unan arall, un tamm uheloc’h evit ar gêriadenn. Honnezh eo hor boa gwelet ar restajoù anezhi, un nebeudig vein e korn ar prad. Un tamm komz a-ziàr daou anv-park : « an abati » (rak lâret e vez « e-kreiz an abati » evit lâret « en ur lec’h ec’hon, e-kreiz an avel »), ha « Pont-Moyard », ha setu ni distroet.
E-mesk an tregont den bennak a oa geneomp e oa pevarzek é heuliiñ komzoù Patrig get sikour David, a oa jubennour hag a gomze dezhe, e galleg, dre vikro ar valizenn piaouet get KSK àr un dro get Ti Douar Alre.
Rentañ-kont ar valeadenn àr ar munud : plant, loened, anvoù-lec'h...
Abadenn troet e galleg get ar valizenn jubenniñ.