A blasenn da blasenn
Kaset d'an/d'ar 05/07/2024
Ho pediñ a ra ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna d'hec'h emgav sonerezh ag an hañv, evel bep blez, e bourc'h Pleuwigner. Neuze, skrivit an deiziad-mañ en ho kalander : d'ar Gwener a viz Gourhelen adal 20e15 àr blasenn « Notre Dame des orties » .
Èl bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get an animatourez, sikouret gant tud a youl vat arall. Kanet 'vo, c'hoarzhet 'vo ! Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout. An degouezh a vo dirak ar vediaoueg kozh àr blasenn « Notre Dame des orties », hag ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù war-zu obererezhioù disheñvel. Bout e 'vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho kortoz evit un nozvezh plijus, e galleg hag e brezhoneg.
Digor eo da razh an dud evit netra, dait niverus enta da gemer plijadur !
Aozet e vez an abadenn-se get tud Kerlenn Sten Kidna. Neuze e c'houlennomp geneoc'h sikour geneomp.
Traoù disheñvel zo d'ober :
gober war-dro ar boued evit an dud a youl-vat (adalek 17e : 4 den)
lakaat kinkladurioù (adalek 17e hag/pe e-pad ar valeadenn)
gober war-dro surentez ar valeadenn-mañ (jiletennoù melen : 4 den d'an nebeutañ)
gober war-dro an davarn e fin ar valeadenn (adalek 21e30/22e)
Dait e darempred geneomp dre vail ksk@ksk.bzh mard oc’h dijabl !