a blasenn da blasenn

Kaset d'an/d'ar 07/07/2017

d'ar gwener 7 a viz Gourhelen 2017

 

Ho pediñ a ra ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna a ra àr-dro kentelioù brezhoneg a hed ar blezad d'hec'h emgav sonerezh hag an hañv, evel bep blez, e bourc'h Pleuwigner d'an 7 a viz Gourhelen adalek 8e30 da noz. Neuze, skrivit an deiziad-mañ en ho kalander !

El bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get tud a youl vat ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag o c'hevelerion. Kanet 'vo, c'hoazhet' vo ! Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout. Ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù war-zu obrerezhioù dishenvel. Bout e vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho krotoz evit un nozhvezh plijus e galleg hag e brezhoneg.

Digor eo da razh an dud evit netra. Dait niverus da gemer plijadur !

 

Kerlenn Sten Kidna
6 rue Joseph Rollo
56400 An Alre/Auray
02.97.29.16.58.

www.ksk.bzh

Distroiñ