A vor da vor

Kaset d'an/d'ar 09/11/2022

 

Arvest e Brezhoneg aveit ar vugale
D'ar Merc'her 9 a viz Kalan-Gouiañv - 18e - Sal An Erminiged PLUVERGAD - 5€
 
Sonennoù da selaou get ar c'hanerezed Nolùen Le Buhé ha Marthe Vassalo. Deuit da ziguzhañ o beaj faltaziek a dreuzh-da zaou vugul o kanañ e-barzh parkoù !

 

A vor da vor, un arvest e brezhoneg evit ar vugale, get Nolùen le Buhé ha Marthe Vassalo Krogiñ a ra get un diviz sonet e brezhoneg a-bep tu d’ar sal : kani daou vugul é reskont an eil d’egile ag ur park d’an arall. Mes petra an diaoul emaint é kontiñ ? Hor c’houviiñ a raont da vonet a-barzh ur bed faltaziek stag doc’h an hengoun hag a zo chomet ken tost doc’homp hiniv an deiz neoazh. Hor pediñ a ra ar veaj-mañ da zizoloiñ pinvidigezhioù an hengoun sonet ha da skoulmiñ en-dro get memor ar maezoù a-gent, pa veze du-pod an noz ha pa ne oa ket c’hoazh ag ar pellgomzerioù...

 

tl_files/images/2022-2023/A vor da vor/A_vor_da_vor_A4.jpg

 

https://bzh.tidouaralre.com/a-vor-da-vor-spectacle-jeunesse-en-langue-bretonne-de-noluen-le-buhe-et-marthe-vassallo-plumergat-du-2022/e3976.html

 

tl_files/images/2022-2023/A vor da vor/BAGB - A vor da vor.jpg

 

http://bigbravospectacles.com/artistes/ar-vor-da-vor-bugale/

 

Distroiñ