A werzenn da werzenn.

Kaset d'an/d'ar 20/10/2013

 

Etre 30 ha 40 den, bugale ha tud en o-ment, a oa daet da Vrec'h da gemer perzh en euriad lenn gwerzennoù bet aozet asampl eno get ar Vediaoueg ha Kerlenn Sten Kidna e-ser Douar Alre, Gouel bemdez 2013. A bep sort gwerzennoù a zo bet lennet, ha meur a yezh a zo bet klevet en tu arall d'ar brezhoneg é terc'hel, aes eo kompren, al lec'h kentañ : spagnoleg, alamaneg, galleg... Daet e oa da skouer bugale a skol ar Pont-Douar da lenn barzhonegoù savet da Añjela Duval bet studiet gete. Menegomp c'hoazh, mesk-ha-mesk, oberennoù bet savet da Loeiz Herrieu, Du Bellay, Per-Jakez Helias, Heinrich Heine, Brizeug, Abeozen... Un euriad bourrus en ul lec'h a-dres, degemerus ha skouerius : mediaoueg Brec'h a zo daet da vout bremañ, a-drugarez d'an emglev etre ar gumun ha Kerlenn Sten Kidna, al levraoueg pinvidikañ - hag a-bell - a-fet danvezskrivet e brezhoneg àr zouar Alre.

 

 

Distroiñ