An droiad e Montroulez, 31.05

Kaset d'an/d'ar 02/06/2009

st1:*{behavior:url(#ieooui) } st1:*{behavior:url(#ieooui) }      D’ar sadorn 31 a viz Mae o doa treuzet Breizh un dek bennak a dud ag ar Gerlenn, davet aodoù an hanternoz. Kemeret o doa ar vag e Karanteg evit monet da welet Kastell an Tarv, ur c’hastell-kreñv bet savet e 1532 evit difenn bae Montroulez diouzh argadennoù ar Saozon. Paolig Kombot, penn kevredigezh ar Falz ha ti-embann Skol-Vreizh an hini eo en doa kaset an abadenn en-dro e brezhoneg. Talvezet en doa ar c’hastellig-kreñv-se, bet adnevesaet a-feson, da doull-bac’h edan ar renad-kozh hag ar Republik. Blanqui e-unan a oa bet ret dezhañ chom ur pennad eno en XIXvet ktvd. Ur veaj interesus bras en ul lec’h brav-kaer. Àr-lerc’h e oa aet an dud da weladenniñ kreiskêr Montroulez ha ken interesus all ‘oa bet. Kaset e oant bet get Patrick Favereau, ag ar gevredigezh KLT, dre vanelloù ha plasennoù ar gêr-mañ a oa bet unan ag ar porzhioù koñvers brasañ e Breizh er XVIvet ktvd. Un eskemm e-keñver yezh ha sevenadur a oa bet plijet bras an dud getañ.             Dimanche 31 mai une dizaine de membres de Kerlenn Sten Kidna ont traversé la Bretagne en direction de la côte nord. A Carantec ils ont pris le bateau pour aller visiter le château du Taureau, une forteresse batie en 1532 et destinée à défendre la baie de Morlaix des incursions anglaises. Leur guide dans cette visite en langue bretonne était Paolig Kombot, de l'association Ar Falz et des éditions Skol Vreizh. Ce petit fort, impeccablement rénové, a surtout servi de prison sous l'ancien régime puis sous la République puisque Blanqui y séjourna au XIXe siècle. Un voyage passionnant dans un site splendide. st1:*{behavior:url(#ieooui) }      La journée s'est poursuivie par une visite, tout aussi intéressante, du centre de Morlaix sous la conduite de Patrick Favereau, membre de l'association morlaisienne KLT, qui a guidé, en breton toujours, les Alréens dans les venelles et les places de cette cité qui fut l'un des plus importants ports de commerce de Bretagne au XVIème siècle. Un échange culturel et linguistique très apprécié des visiteurs.

Distroiñ