Àr-dro ar gwez-frouezh

Kaset d'an/d'ar 09/03/2016

 

          Prest e oa ar gwez-frouezh e-dan toenn vras ar stal-liorzherezh « Fleurs des Sept-Îles », prest e oa ar benveger, kontell lemmet mat dreist pep tra, gwelteñv, peg, un avaldouarenn… Prest e oa Roger Morgan, get e skiant prenet, e feson vev ha spletus da zispleg an traoù. Prest e oa Loïc Cheval, paotr an ti, da vout an darbarour evit sikour get Roger. Prest e oa ar valizenn hag ar mikro evit jubenniñ… hag an daou zen karget d’er gober ha razh ! Hag an dud a oa prest ivez da zonet da Blougoulen, kar tro-ha-tro 45 den e oamp eno, daet da zeskiñ pe da beurzeskiñ penaos tailhiñ hag imboudiñ ar gwez-frouezh, gwez avaloù dreist pep tra, gwez per un tamm ivez. Lod anezhe oa daet get ur benveg evit enrolliñ komzoù Roger.

 

 

tl_files/images/2016-2017/Greffe et taille Plougoumelen 02.png

 

 

          Komz a rae-eñ, mes diskouez a rae an traoù ivez, get gwez daet ag ar bopineg ha graet ur c’hempenn dezhe èl ma faot get dorn akuit Roger, evit ma taolehent muioc’h a frouezh hep bout gwanaet. Unan ag ar reolennoù niverus spisaet get Roger : tailhiñ barroù an avalenn yaouank evit ma vehe tu d’ur glom gouez tremen en o mesk àr-nij, da lâret eo leuskel un toull e-kreiz, ma c’hello splannder an heol donet dre aze. Unan arall : emañ ret d’ar jardrinour soñjal e hent ar jol er wezenn, da gentañ. Techet eo ar jol da vonet tre d’ar lein, hag ar liorzhour a zele labourat un tamm bihan a-enep d’an dra-se, kement ha lakaat ar wezenn da c’houzañv tammigoù ha da soñjal teurel muioc’h a frouezh.

 

          Un enderviad plijus-bras ha kentelius àr-un-dro, lec’h m’o doa bet tro an dud da sevel goulennoù, da lâret ar pezh a ouient ivez. Ha da lâret kaer ha tout, e fin an abadenn. Na bout e oamp en diabarzh, ha gwarantet doc’h an avel yen, e oa bet bourrapl ivez gwelet an heol é reiñ e splannder deomp a-largantez, a-dreuz dre an doenn, un tammig kent fin an traoù.

 

Abadenn troet e galleg a-drugarez d'ar valizennad jubenniñ

 

tl_files/images/2016-2017/acceo_casque.png

Distroiñ