Ar Gerlenn e kendiviz DAO, e Gwened

Kaset d'an/d'ar 18/11/2013

Daou vonitour ag ar Gerlenn o deus kemeret perzh er c'hendiviz savet get DAO e Gwened, d'ar sadorn 9 a viz Kala-Goañv diwezhañ.

 

 

 

Daou vonitour ag ar Gerlenn o deus kemeret perzh er c'hendiviz savet get DAO e Gwened, d'ar sadorn 9 a viz Kala-Goañv diwezhañ. Un 60 den bennak a oa bodet eno da gomz ag ar skolioù-noz, ag ar c'hentelioù sizhuniek heuliet ar blez paseet get tost 5000 den dre Vreizh a-bezh (hervez sifroù Ofis Publik ar Brezhoneg). Meur a dachenn a zo bet lakaet ar gaoz àrne ; ar voniterion daet a-berzh ar Gerlenn o deus kemeret perzh e daou atelier : unan e implij an teknologiezhoù nevez, an arall e efedusted ar c'hentelioù noz. Ur soñj a zo daet àr well èl unan ag ar re bouezusañ da gas : frammiñ ar skol-noz evit ma vo e stad da stummiñ muioc'h a wir vrezhonegerion, tud tapet gete al live C da vihanañ (bout gouest d'ober get ar brezhoneg er vuhez pemdeziek) , e bihanoc'h a amzer. Penaos ober ? Kinnig d'an dud é tonet evit ar blezad kentañ ober un dibab : pe deskiñ ar yezh da vat (evit donet buan da vout gouest d'ober geti) peotramant bout ken nemet un tañvaad, ul liv anezhi. Daou hent, daou zoare d'ober hag a c'houlenno get an aozadurioù ezel a DAO derc'hel da vicherelaat ar c'helennn.

 

Ur rentañ-kont pishoc'h ag an devezh a gaver amañ : http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=31968&title=Les cours de breton pour adultes: un enjeu important pour la revitalisation de la langue

 

 

 

Distroiñ