Ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono : roet da Yann Gerven - Ar priz ispisial da Herri Ar Borgn

Kaset d'an/d'ar 04/06/2014

 Da Yann Gerven eo bet roet ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono » 2014 evit e levr "Traoù nevez" (Skol Vreizh), disadorn paseet er Bonoù get Jean Lutrot, maer ar gumun, hag izili ar juri. Plijet eo bet ar juri, lennerion a Vro an Alre tolpet get Kerlenn Sten Kidna, get an dastumad danevelloù-se leun a fent hag a vejon. Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a oa war ar renk. N'emañ ket Yann Gerven war e dro gentañ rak meur a romant hag a zanevell en deus skrivet dija.

Ar "priz ispisial" a zo aet da Herri ar Borgn, evit razh e levrioù e brezhoneg Bro Pourlet : barzhonegoù ("Son ar sell"), kontadennoù fentus ha filosopel ("Pennduig ma c'hazez", "Bleuñvenn mam buoc'h") hag e levr "Brezhoneg ar Skorff", un dastumad gerioù ha troioù lâret (embannet razh get Skol Vreizh).

Krouet e oa bet ar priz "Sten-Kidna-Le long cours du Bono" e 2009 get kumun ar Bonoù evit enoriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg (romantoù pe dastumadegoù danevelloù). Daou vlez 'zo e oa bet lañset un eil priz, ar priz "ispisial"  get Kerlenn Sten Kidna a-benn priziiñ levrioù ha n'int ket na romantoù na danevelloù. E 2013 e oa bet roet da Daniel Doujet evit e labour adembann "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù Job Jaffré. 

 

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 : 

tl_files/images/2013-2014/Photos/2014 - Priz lennegel Bono br.png

- Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013

- Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012

- Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013

- Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013

- Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.

 

Ar skrivagnerien priziet ar blezioù paseet :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol

- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez

 

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre

02 97 29 16 58, 

STENKIDNA2@wanadoo.fr

www.kerlenn-sten-kidna.com

 

Distroiñ