Ar Redadeg 2021

Kaset d'an/d'ar 12/05/2021

 

Prenet zo bet 2 gilometr ag ar Redadeg 2021 d'ar Meurzh 25 a viz Mae

get Kerlenn Sten Kidna :

Km 1054 e-raok Brec'h (da 6e23 da noz)

ha kani 1068 kostez Meriadeg (da 7e38 da noz).

 

tl_files/images/2021 - 2022/Redadeg 2021/Km 1054 Kerlenn Sten Kidna Redadeg 2021 Capture.JPG

tl_files/images/2021 - 2022/Redadeg 2021/Km 1068 Kerlenn sten Kidna Redadeg 2021 Capture.JPG

Daet mat e vo ar redourion prest da vont da heul ar re a zougo ar bizhier-test (bout a-barzh e lec'h ar Redadeg 15 mn a-raok an eur evit ma vo displeget an erbedoù surentez hag ingalet ar lienoù-kein). Kalonekaet e vo ar redourion hag ivez an aozerion doc'h ho kwelet hed-ha-hed an hent é stlakañ ho taouarn pe é vuheziñ an traoù ! Start eo bet an aoziñ a-gaoz d'an enkadenn yezhedel...

 

A-barzh er c'hirri-tan a vo ec'h ober àr-dro ar Redadeg e Su ar Mor Bihan, etre Sant Kado e Belz ha Sant Teve, e vo kavet izili ha mignoned feal d'ar Gerlenn :

 

  • Padrig Drean,
  • Youn Pensec,
  • Thierry Olivier,
  • Bernard Guérin,
  • Christian Le Crom,
  • Alan Goulven ,
  • Ronan Postic,
  • Steven Largouet…

 

Kilometroù arall a chom da brenañ...

TAOLIT UR SELL AMAÑ !

 

Distroiñ