Arvest Denez Prigent à Brec'h

Kaset d'an/d'ar 27/03/2020

Salud d’an holl !

 Emañ Kerlenn Sten Kidna é kenaoziñ arvest Denez Prigent hag a vo kinniget d’ar gwener 27 a viz Meurzh e iliz Sant Andre e BREC’H. En arbenn ag an dra-se e c’hell izili KSK en devout un distaol ha paeiñ 18€ (e-lec’h 25€). Neoazh n’eo ket posubl lakaat an distaol-mañ da dalvout àr lec’hienn Ti Douar Alre. Neuze e vo ret deoc’h choaziñ etre daou vod :

  • Gouarniñ ho plas dre bostel da Gerlenn Sten Kidna : ksk@ksk.bzh,  ha kas ho chekenn ar buanañ ar gwellañ (ha kent an 15 a viz Meurzh) d’ar chomlec’h : Kerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 AN ALRE.

  • Diskoueziñ ho kartenn-ezel, deiz an arvest, pa vo prenet ho pilhed ma vo plas c’hoazh.

 

DIWALLIT : n’eo kinniget an distaol-mañ nameit da izili KSK : ma faot deoc’h gouarniñ ur plas aveit un den arall e vo ret paeiñ ar priz goulennet : 25€

Distroiñ