Atalier c’hoariva
Kaset d'an/d'ar 21/10/2019
Atalier c'hoariva evit ar re vras bep meurzh d'an noz, kinniget get Solen Piriou hag a zo bet é teskiñ get "Strollad ar Vro Bagan", bet krouet er blez 1973 ha strollad brudetañ Breizh.
- "Sketchoù a vo lakaet e plas, un dra a-feson evit gober liammoù etre ar c'hentelioù hag ar pleustriñ dre ar c'hoariva. Ezteurel santimantoù hag ivez lakaat e vemoar da labourat, en em lec'hiañ, kemer fiziañs dirak tud dre sketchoù, barzhonegoù ha sonennoù, get ar pal kinnig un arvest e fin ar blezad evel frouezh ar labour bet kaset durant ar blezad", a resisa Solen Piriou.
Atalier c'hoariva : d'ar Merc'her etre 8 eur ha 9 eur 30.