Atelieroù "Ober e brezhoneg"

Kaset d'an/d'ar 04/11/2013

Atelieroù "Ober e brezhoneg" savet get Ti Douar Alre : Mall-bras eo soñjal lakaat e anv !... Teir stal "Ober e brezhoneg" a vez kinniget ar blez-mañ get Ti Douar Alre ; bannet eo bet doere pep stal un nebeut sizhunvezhioù zo bremañ met tu a zo kavout atav rac'h an titouroù en linenn. Rannet eo pep stal e tri fenn-devezh (d'ar sadorn d'enderv), 4 euriad seul taol ; lakaet e vez e anv evit an heuliad 3 abadenn (60E evit 12 euriad). Un digarez da zeskiñ ober traoù dre ar brezhoneg hag en un endro brezhonek ; ur pezh a zegouezh evit ar re a zo é teskiñ ar yezh d'en em gavet ger brezhonegerion.

Kentañ abadenn ar stal gentañ - an hini gouestlet d'an dañs - a vo dalc'het d'ar sadorn 16 a viz Kala-Goañv ; setu emañ mall-bras kas e anv : oliertidouaralre@gmail.com. Lec'h a zo c'hoazh.

 

Distroiñ