Baleadenn istorel

Kaset d'an/d'ar 02/03/2013

Dramsell àr ar valeadenn.

 

D'ar sadorn 2 ag ar miz Meurzh, dek ezel a Gerlenn Sten Kidna 'zo aet ar droad ar roudoù istorel Bro an Alre e Brec'h. Chomet int a sav dirak kroaz Charlez Bleiz (Charles de Blois), marv e-pad emgann an Alre, d'ar 29 ag ar miz Gwengolo (Gwenholon) 1364. Trec'het a oa bet get Yann IV a vMontfort hag a oa daet da vout duk Breizh, da vat a c'houde an emgann-se hag ugent vlez a-vrezel diabarzh. Chomet eo e familh e-penn ar vro betek Anna Vreizh. Ar lerc'h, tud Kerlenn Sten Kidna o deus kerzhet betek kamp ar verzherion e lec'h ma oa bet savet ur chapel e 1829 e koun ar re a oa bet fuzuilet er blez 1795 (noblanset douaret e Karnag ha trec'het get arme ar Republik). Ar dro 200 a oa bet fuzuilhet en Alre, 750 en holl. Lec'hioù istorel talvoudus a vez tost deomp ni, n'ankouiomp ket.

 

 

Distroiñ