Beaj en Ilizi Glenan

Kaset d'an/d'ar 18/03/2018

Monet da welet foeon ar Glenan

Sadorn 7 a viz Ebrel 2018

e Brezhoneg

  Evit izili Kerlenn Sten Kidna :

 A benn ar fin,  priz ar veaj  a zo  30,60€ evit an dud vras.

Evit hec'h izili e paeo KSK 20€ a briz ar veaj-se : ne chomo dezhe enta nemet 10,60€  àr o souk.

 Penaos gober ?

  • ·Anv ar veaj : "Évasion sur l'île Saint Nicolas"

  • ·Dalc'hit ho pilhejoù adalek bremañ en ur bellgomz d'an niverenn 02.98.50.72.12 (niverenn burev Konkerne eo) hag en ur resisaat "groupe de l'Institut Culturel de Bretagne" 

  • ·Evit kadarnaat ho miradenn e vo goulennet geneoc'h paeiñ dre gartenn.

  • ·Ur wezh miret ho plas(où), trugarez deoc'h da reiñ da ouiet da gKerlenn Sten Kidna evit ma c'hellehe an trezolour prientiñ ar chekennoù digoll.
    Diwallit !. ne voc'h digollet nemet ma roit deomp ho tiked-beaj evit diskouez petra ho peus prenet ha pegement. Gouarnit-eñ mat neuze !Rekis eo lâret e vehe a-enep ar lezenn gober chekennoù da izili hep paper-testoni ebet.

  • ·Evit ar re skañv o fenn hag o devehe ankouaet pe hag a zihuno d'an termen diwezhañ (ma n'eus ket re anezhe ha ma chom lec'h àr ar vag !), e rimp a-seurt ma c'hellehent kemer perzh ur sort : paeet e vo àr an tach, a-dal ma vint un tamm mat e-raok an eur, ha m'o devo kaset kemenn deomp en a-raok.

  • (Niverenn-pellgomz an trezolour Bernard GUERIN : 06.20.61.91.08
  • ·
    Deiz diwezhañ evit kas hoc'h enskrivadurioù  : Merc'her 4 a viz Ebrel 2018

Paperig respont

 

Distroiñ