Bev
Kaset d'an/d'ar 21/04/2023
D’ar Gwener 21 a viz Embrel
E miz Gouel-Mikael 2020 e oa bet digoret bev.bzh. Oc'hpenn 360 a dud enskrivet zo, lan a abadennoù kanniget mes re nebeud a c'houlennoù c'hoazh. Perak ha penaos implij ar benveg aveit lakaat muioc'h a vrezhoneg en e vuhez pemdez ?
Ur pennad-kaoz get David ar Rouz, doktor ha kelenner àr an troiñ e skol-veur Roazhon II, prezidant ar gevredigezh Roued a ra àr-dro bev.bzh.
Mard oc'h intereset, plijet geneoc'h lakaat hoc'h anv an abretañ ar gwellañ, deomp da ouiet piv a zay. Evit er gober, skrivit da :
Emgav da 8 eur e sal Kerlenn Sten Kidna – 6 ru Joseph Rollo, An Alre
Priz hervez ho c’hoant a-dal 2 €
E brezhoneg e vo ar pennad-kaoz
Padrig Drean