Bilañs an trimiziad kentañ : Troiad-bale e Landivant

Kaset d'an/d'ar 22/12/2009

D’ar sadorn 21 a viz Kala-Gouiañv e oamp en em gavet e-tal chapel Lokmaria, e Landevant. En despet d’ar glav e oamp un dek bennak, prest da vale. Pal an droiad a oa monet da welet an natur d’ar prantad-mañ ag ar blez, anavout gwell ar sortoù gwez ha gwelet ivez ar champignoned. Met da gentañ penn hor boa bet ar chañs da deurel ur sell da ziabarzh ar chapel, get he zreustier livet flamm èl ma veze graet un amzer zo bet, ha delwennoù kozh, lod e koad. Restajoù livadurioù ar vasonad a oa bet moaien gwelet ivez. N’eo ket c’hoazh achuet reneveziñ ar chapel avat. Célestin Kervadeg eo en doa bet ar vadelezh da zigor an nor deomp ha da zispleg tammoù traoù a-ziàr istor ar lec’h. st1:*{behavior:url(#ieooui) } Goude neuze e oamp aet àr an hent digor a gas d’ar c’hoad ha betek gwazh Kergroaz. Ur park ledan a-gleiz hag ur garzh a-zehoù: tu oa bet da gomañs diforc’h ar bodoù skav, ar fav, deskiñ an anv koad-loaioù (fusain)… Pellikoc’h, er c’hoad, un nebeud spesadoù arall, spern-gwenn, per (o daou get barroù pikus met en ur mod disheñvel), evo... Un nebeudig tokoù-touseg c’hoazh en devalenn, bodoù kelenn, ha setu ni arru er flangenn, àr ar pont risklus a-dreist gwazh Kergroaz. Eno e oa bodoù kenaou, koad-kren, haleg… Hag ar raden roial (osmond). Mall oa distroiñ da gavout ar chapel kar ne arsave ket ar glav a deurel ! E-pad un nebeud deizioù e vo moaien deoc’h gwelet un tolpad brinsad e sal ar Gerlenn, get an anvioù e brezhoneg skrivet doc’hte. P.Dréan

Distroiñ