Bodadeg e Gwengamp

Kaset d'an/d'ar 26/05/2021

 

SADORN 29 A VIZ MAE E GWENGAMP

Galv a-berzh Ti Douar Alre.

 

D'ar sadorn 29 a viz Mae en em gavo ar Redadeg e Gwengamp evit an tennad diwezhañ. Da geñver an degouezh e c'halver d'en em dolpiñ adalek 1e30 gm dirak an ti-gar da ziskouez n'heller kent asantiñ d'an divizoù nevez kemeret ; en o-mesk lakaat er-maez ag al lezenn ar c'helenn dre soubidigiezh : Diwan (brezhoneg), Ikastola (euskareg), Calandreta (okitaneg)…. Kement-se a zo, sklaer eo, un diviz arvarus evit amzer da zonet hor yezhoù ha dalc'h ar skolioù hag ar c'helenn en amzer vremañ. Setu perak e venn Ti Douar Alre sevel groñs a du get ar galv en em gavet niverus e Gwengamp.

 

Kenweturet e vo adalek Pleuwigner :

emgav en Tanin (TDA) da 12e ; kuitatet e vo da 12e ha kart.

 

Distroiñ