C'hoari ha gober

Kaset d'an/d'ar 14/05/2022

 

DISADORN : C'HOARI HA GOBER (e brezhoneg, èl rezon) !

10e-12e da vintin, sal Sten Kidna

A-benn disadorn, etre 10 eur ha kreisteiz e vo unan bennak, ur brezhonegour(ez) a-youl-vat, er sal evit degemer an dud. Mod-se e ouio pep unan e c'hello tremen dre ar sal d'an eur-se ha kavout unan bennak da varbotal getoñ e brezhoneg. Mes pas hepken. Moaien a vo ivez c'hoari - hervez an niver a dud èl rezon -, evet ur lomm, lenn kazetennoù pe levrioù a zo e sal ar Gerlenn ; hag ivez selaou doc'h enrolladennoù a zo e urzhiataer ar Gerlenn, perak pas.

 

Digor e vo d'an holl, izili ar Gerlenn pe pas, komañserion pe tud aroutet-mat àr ar brezhoneg. Ne vo ket ag ar sadornioù-se e-pad ar vakañsoù pe an deizioù ma vo un abadenn arall get ar Gerlenn e lec'h arall. Doujet e vo d'ar reolennoù yec'hed, èl rezon.


DAIT NIVERUS !


A galon atav,

Patrick Dréan

 

Distroiñ