C’hoarioù e mediaoueg Brec’h

Kaset d'an/d'ar 13/05/2023

 

C’hoarioù e mediaoueg Brec’h

 

C’hoarioù nevez, e brezhoneg, zo bet prenet get Kerlenn Sten Kidna evit bout amprestet get tout an dud e mediaoueg Brec’h. Dait da welet pesort re ha d’ober un tañva dezhe ! Ha marse c’hoazh c’hoari get re arall ha n’int ket e brezhoneg met a c’hell bout graet gete e brezhoneg. Na zegasit ket c’hoarioù geneoc’h neuze, aze e vo an c’hoarioù, doc’h ho kortoz !

 

D’ar sadorn 13 a viz Mae, emgav e Mediaoueg Brec’h, da 10 eur. A-vad. Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Brec’h.

 

Padrig Drean

 

Distroiñ