DANGOAD
Kaset d'an/d'ar 22/06/2018
DANGOAD
|
Foto gentañ D’an 22 a viz Mezheven e oa un abadenn gaozeal aozet get Olier BERSON, animatour ha kelenner àr ar brezhoneg evit Kerlenn Sten Kidna, barrek àr an arzoù a vremañ. Peder renkad panelloù bihan a zo heñvel doc’h ex-votoioù staget doc’h ur vangoer, er penn kentañ. Pe ur preder a-ziàr al livadurezh eo marse ? Implijet en deus Ladislas COMBEUIL ur rabot evit lemel tammoù, ur vrikerez ha gwernis goude. Dindan ar gwiskad kentañ e vez gwelet ar peg ruzdu. Setu perak eo lesanvet an diskouezadeg get ar c’hoari gerioù "dangoad". Dedennus eo sellet doc’h krouadennoù an arzourion ha komz etrezomp diàr o fenn. Pep hani a lâr e soñj.
Eilvet foto
… hag evit achu : ur banne àr leurenn un davarn, dindan an disheolierioù goude ar valeadenn en dangoad.
← Munud ag ur banell vras
|
Corinne JEAN |