Debramp Assambl

Kaset d'an/d'ar 30/07/2019

Un abadenn nevez aozet get Kerlenn Sten Kidna ! 

Pa arru an amzer vrav e vez kinniget adal miz Mae piknikoù miziek e brezhoneg, digoust ha digor da razh an dud ne vern o live yezh, ag an deraouidi betak ar re varrekañ.
Piknikoù plijus a vo ! Pep hani a zegas boued, boeson pe evaj, binvigi muzik, sonennoù, istoerioù… da c’hober bourrapl e amzer an hañv en ur lec’h bennak e bro an Alre. Un digarez nevez aveit kaozeal e ti Mari C’hlazioù e breton àr sujedoù a bep sort! 
 
Eil piknik:
 
D'ar Meurzh 30 a viz Gourhelen, piknik « mezzé » (da lâret eo ur pik-nik ma tegas pep unan boued da ranniñ etre an dud) 
E tachenn piknik Pont Brec’h e kumun Brec’h e-kostez chapel Sant-Jak.
Digor d'an holl. Pourmenadenn (get divinadennoù àr an hent…) da 5 eur 30 ha piknik adal 7 eur. Un digarez aveit  monet da zansal e bourc’h Brec’h àr-dro 8 eur 30 aveit « Les mardis de la dañs ».
Taolioù àr ar lec’h. 
Soñjit degas ho listri hag ho tousoù geneoc’h.
 
Doareioù : Kristell Béauto 06 84 52 62 19 pe skrivit da 

ksk@ksk.bzh(nullet ma vez re fall an amzer, sellet àr lec’hienn KSK)

 
 
 
 
Tri goulenn aveidoc'h:
 
1* Petra eo orin anv kêriadenn Brec’h? (Distaget « Brek » er vro)
 
2* E-menn e oa ar « Pierre branlante » e Brec’h?
 
3* E-menn e bet tapet foto kevrin kazetenn AQTA?

Distroiñ