Debramp Assambl

Kaset d'an/d'ar 21/06/2019

tl_files/images/2019-2010/Debramp Assampl/Plan.jpeg

Un abadenn nevez aozet get Kerlenn Sten Kidna ! 

Pa arru an amzer vrav e vez kinniget adal miz Mae piknikoù miziek e brezhoneg, digoust ha digor da razh an dud ne vern o live yezh, ag an deraouidi betak ar re varrekañ.
Piknikoù plijus a vo ! Pep hani a zegas boued, boeson pe evaj, binvigi muzik, sonennoù, istoerioù… da c’hober bourrapl e amzer an hañv en ur lec’h bennak e bro an Alre. Un digarez nevez aveit kaozeal e ti Mari C’hlazioù e breton àr sujedoù a bep sort! 
 
Piknik kentañ:
 
D'ar sul 23 a Vezheven, piknik « mezzé » (da lâret eo ur pik-nik ma tegas pep unan boued da ranniñ etre an dud) ru an Ingalded e Toull-chignaned e Brec'h (tost doc'h gar an Alre)  
C’hoari bouloù Breizh a vo, sonennoù, lâret kaer…
Digor d'an holl, a-dal unnek eur,  taolioù, parklec’h ha kêrsoulaj àr ar lec’h. 
Soñjit degas ho listri geneoc’h hag ho tousoù.
 
 
Doareioù : Kristell Béauto 06 84 52 62 19 pe skrivit da 

ksk@ksk.bzh

 

Distroiñ