Deomp d'ar mirdi ! Mariano Otero
Kaset d'an/d'ar 10/11/2023
Emañ ret lakaat hos anv en a-raok ha kas ur postel da :
oliertidouaralre@gmail.com !!!
Brudet eo Mariano Otero, dreist pep tra, evit evit e livadurioù a goubladoù é tañsal an tango, evit e heuliad taolennoù a gouronkerezed. Ur mestr àr ar pastel e oa ; un teknik hag a jaoje doc’h ar gwellañ doc’h ar sell tener a daole-eñ àr an dud hag àr an traoù tro-dro dezhañ. Bet é studial e skol an arzoù-kaer e Roazhon, eo bet Marianno un den etre daou sevenadur, etre div vro : Spagn ha Frañs. Un digarez kaer e vo diskouezadeg Mirdi ar C'hohu evit dizoloiñ labour al livour, evit en em soñjal hag eskemm e brezhoneg a-ziàrnañ.
Aozour : Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna
Lec'h : Mirdi ar C'hoc'hu, Gwened
Eur : Emgav da 2e30 d'enderv dirak er mirdi (kenweturañ, emgav da 1e45 dirak sal Sten Kidna – 6 straed Jojeb Rollo – An Alre)
Priz : 5 € (priz tiked ar mirdi)
Daremprediñ : 02 97 78 41 40