Devezh ar vugale Mendon

Kaset d'an/d'ar 20/10/2013

D'ar Gwened 18 o deus en em gavet tro 650 bugel skoliataet diyezhek àr zouar Alre er sal Emeraude e bourc'h Mendon evit Devezh ar Brezhoneg. Hañval eo bet doc'h ar pezh a oa bet ar blezoù kent : jourdoul ha bourrusted a-hed an devezh. Kan a bouez penn, nerzh ha begon da vintin en-dro da J.-Y. Roudaut hag e dud : hennezh a oui sachiñ ar vugale àr e-lerc'h ! C'hoari plaen ha brav a zo bet e-pad un euriad hanter d'enderv. Pep tra bet kaset ha graet penn-da-benn e brezhoneg. Enor d'ar vugale, d'o c'helennerion ha kelennerezed o doa kempennet ar c'hoarioù a-feson ; enor ha gradvat d'ar gerent ha d'ar vrezhonegerion arall - niverus, ret eo el lâret - daet d'ur c'houlz bennak da reiñ an dorn ; trugarez da dTi Douar Alre bout aozet ha kreizennet an holl draoù. Komz hiroc'h ne dalv ket : ar from é sevel ag ur sort emgav a zo da vout bevet ! An nep a labour a-hed ar blez àr dachenn ar brezhoneg a gav aze, en devezh-se, ur gwir vammenn da vagiñ e c'hred hag e fiziañs e dazoned hor yezh.

Distroiñ