Devezh staj

Kaset d'an/d'ar 04/03/2023

 

Salud deoc'h-holl,

 
D'ar sadorn 4 a viz Meurzh e vo un devezh staj e brezhoneg, get Kerlenn Sten Kidna, e salioù Ti Douar Alre e Pleuwigner. Ar pal : en em gavout get tud arall é teskiñ brezhoneg èldoc'h, ha gober traoù a-gevred a-hed an devezh !
 
Atalieroù : keginiñ, c'hoarioù, soniñ... ur lodenn vat ag an enderv a vo un atalier c'hoariva, get Solen Piriou, bet stummet get Strollad ar Vro Bagan. Ur feson vrav da wellaat ho prezhoneg dre an oberoù hag ar blijadur !
 
Dait e darempred geneomp evit lakaat hos anv.
 
Muioc'h a ditouroù er pezh-stag.
 
Patrig Drean, evit Kerlenn Sten Kidna


Distroiñ