Devezh staj

Kaset d'an/d'ar 30/04/2022

 

Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz, ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek, zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh. Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e ta Kerlenn Sten Kidna a sevel un devezh dre soubidigezh d'ar sadorn 30 a viz Ebrel 2022 e Brec'h (St Degan).


Get atalieroù a bep sort,kaset e brezhoneg, e c'hello an dud gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg.

 

N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'ar stajoù, rak digor e vez d'an holl. Un digarez  da welet fasoù nevez e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !


Pegourz ?  d'ar Sadorn 30 a viz Ebrel 2022
E-menn ?  En ekomirdi St Degan 56400 Brec'h
Da bet eur ?  Da 9e30 da vitin betak 5e30 d'enderv
Petra vo graet ?  C'hoarioù, dañsoù, sonennoù, baleadennoù, arzoù...
Petra zo da zegas ? Boued ha beugon
Pegement eo ?  25 € evit an izili ha 35€ evit ar re arall
Penaos lakaat e anv ?  (a-raok ar merc'her 27 a viz Ebrel) 02.97.29.16.58 / ksk@ksk.bzh pe 06.31.60.26.82 / nol.tatard@free.fr

 

Distroiñ