Devezh staj

Kaset d'an/d'ar 25/02/2022

 

Nullet !

 

Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz, ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek, zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh. Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e ta ar Gerlenn a sevel daou staj berr e-korf ur blezad-skol, un devezh pep unan.

D'ar sadorn 26 a viz C'hwevrer vo an hani kentañ ar blez-mañ e sal ar gerlenn en Alre  etre 9e30 ha 5e30 goude merenn (6 straed Joseph Rollo). Get atalieroù a bep sort (soniñ a-veg, sonerezh, c'hoarioù, troioù-bale...) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg.

N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'ar staj, rak digor eo d'an holl. Un digarez da vont e darempred get tud nevez e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !

Lakait hoc'h anv a-raok ar Meurzh 22 aviz C'hwevrer (06 31 60 26 82 pe nol.tatard@free.fr)
Priz: 25€ evit an dud ezel / 35€ evit tud n'int ket ezel
Degasit ho poued.
 

Distroiñ